Kastell-Nevez-ar-Faou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 73:
* '''Feunteun plasenn ar Blomenn''' : [[1831]]. Diblaset eo bet e [[1936]] evit reiñ muioc'h a blas d'an otoioù.
* '''Feunteun Itron-Varia ar Porzhoù''' : savet e [[1721]]. Renevezet eo bet e 2016 gant Mickaël Gweganoù, gant skoazell Jean-Luc Batot. Benniget eo bet gant eskob Kemper ha Leon d'an 10 a viz Ebrel [[2016]].
* '''Ti [[Paul Sérusier]]''' : lakaet eo bet sevel gant an arzour e [[1906]]. Murlivadurioù graet gant hemañ a zo ennañ. Rummet eo bet e [[1995]] e-touesk ar « [[Monumantoù istorel]] ». Un droiad anvet « War roudoù Paul Sérusier » a gas ar weladennerien di, straed [[Paul SerusierSérusier]].
* '''Ar garioù''': div a zo e penn nec'h kêr, kichen-ha-kichen : hini linenn-houarn ar [[rouedad breton]] etre [[Karaez]] ha [[Kastellin]], a zo bet en implij etre [[1904]] ha [[1967]] hag hini al linenn-houarn etre [[Rosporden]] ha [[Ploueskad]], a zo bet en implij etre [[1912]] ha [[1932]].