Ligured : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb| <center>Ar pobloù a oa o chom e ledenez Italia e deroù [[Oadvezh an houarn (war-dro 800 kent J.K.)]] Al '''ligured''' a oa ur bo..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 23 Mae 2016 da 11:02

Al ligured a oa ur bobl a oa o vevañ e kornôg an Alpoù hag war ribl ar Mor Kreizdouar, er pezh zo bremañ rannvroioù Liguria ha Piemont en Italia ha Provañs e Bro-C'hall. Roet o deus o anv da rannvro italian Liguria. Komz a raent ur yezh ha n'ouzer ket kalz a dra diwar he fenn met a c'hallfe bezañ indezeuropek hag a vefe bet kar d'ar yezhoù indezeuropek komzet tro-dro, ar galianeg hag ar yezhoù italek.

Ar pobloù a oa o chom e ledenez Italia e deroù Oadvezh an houarn (war-dro 800 kent J.K.)

En em gannañ a reas al Ligured e-pad pell a-enep ar Romaned, met a-benn ar fin e voent trec'het gant ar re-se hag hevelebekaet e voent outo , tamm-ha-tamm, en Eil kantved kent J.K..

Unan eus pennlec'hioù al Ligured e oa kêr Albingaunum pe Album Ingaunum (anvet Albenga bremañ).