Yoash (roue Israel) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "thumb|200px|Yoash e ''Promptuarii Iconum Insigniorum'' Guillaume Rouillé Hervez an Tanac'h e voe Yoash<ref> Anvet eo Joas e troidigezh [..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 23 Mae 2016 da 17:02

Hervez an Tanac'h e voe Yoash[1] (hebraeg: יהואש Yəhō’āš or יואש Yō’āš, “Yahweh en deus roet" ; Latin: Joas), mab Yoahaz, roue Israel etre 798 KJK ha 783 KJK.

Yoash e Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Setu ar pezh a lenner en Eil Levr ar Rouaned diwar e benn :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù : ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoù Yarovam, mab Nevat , en devoa laket Israel da bec'hiñ : enno e kerzhas. » (2R 13, 11)

Brezel a reas da Amasia, roue Yehouda ha da roue Aram , Benn-Hadad.

E-kerzh e ren e varvas Elisha, ar profed. [2]

Yarovam, e vab, a renas war e lerc'h.


Notennoù ha daveennoù

  1. Anvet eo Joas e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 336
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 183