Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Goulennig: Dilec'hiañ ar skeudenn
Linenn 343:
 
==Goulennig==
[[Skeudenn:DoNotFeedTroll.svg|thumb|100px|'''Diwallit!''' Seul vuioc'h e vez bouetet ar roñfled, seul greñvoc'h e teuont da vezañ.]]
N'ouzon ket petra eo ster an droienn "bouetañ ar roñfl", implijet gant [[Implijer:LapinSpluj|LapinSpluj]]. "Boueta" eo moarvat, kentoc'h eget "bouetañ", met kement-se ne vefe ket kalz sklaeroc'h. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 28 Ebr 2016 da 19:07 (UTC)
:E yezhaj yaouankizoù ar genrouedad (aet da gozh evit lod) e vez graet roñfl (troidigezh fall evit "troll" e saozneg) eus ar re a laka reuz evit ar blijadur, ha buan a-walc'h eus kement den ha n'eo ket a-du gant an hini a gomz. Gwir eo ez eus bet gwelet tud o tremen dre amañ ha ne garent nemet lakaat reuz, pell zo n'eus ket bet keloù anezhe, ha gwell a se.
:Hervez kredenn an dud-se e vefe un troll e pep hini ac'hanomp : e pep hini ac'hanoc'h sur a-walc'h, rak me n'on ket evel-se.
[[Skeudenn:DoNotFeedTroll.svg|thumb|100px|'''Diwallit!''' Seul vuioc'h e vez bouetet ar roñfled, seul greñvoc'h e teuont da vezañ.]]
:Boueta ar roñfl zo reiñ tro d'an tabut savet gant ar "roñfl" da badout pe da washaat. Paouez da voueta anezhañ zo sioulaat an tabut pe lakaat fin dezhañ.
: Kavet : https://br.wikipedia.org/wiki/Roñfl_(kenrouedad) [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 29 Ebr 2016 da 06:48 (UTC)