Marz Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''Marz Breizh ''' a voe krouet en {{VIIIvet kantved}}, dindan an impalaer [[Karl Veur]]. Bodañ a rae kontelezhioù kornôg impalaeriezh ar [[Franked]] : [[kontelezh Gwened]], [[kontelezh Naoned]], [[kontelezh Roazhon]], hag un darn eus [[Maine (proviñs)|Maen]]. En e benn e oa ur prefed (« Britannici limitis praefectus »), hag an hini brudetañ e oa [[Roland]], a vije bet niz d'an impalaer hervez ar vojenn, hag a varvas e 778 e [[Roncevaux]]. Aloubet e voe gant [[Nevenoe]] ha [[rouaned Breizh]] war e lerc'h.
 
Ur marz all a voe krouet neuze, ennañ Touraine, [[Anjev]] ha [[Maine (proviñs)|Maen]], dindan [[Roperzh Teurgn]], e 861. Un darn a voe roet da Vreizh gant [[Feur-emglev Entrammes]] e 863.
 
==Istor==
Bec'h a save bep an amzer, e [[Galia]] gozh, adalek [[Gwened]] betek [[Blois]], etre Franked ha Brezhoned abaoe ma oa kouezhet an [[Impalaeriezh Roman]].
 
E deroù ar {{VIvet kantved}} e voe kemeret [[Bro-Ereg]] gant [[Gwereg Iañ]], met chom a rae kêr [[Gwened]] etre daouarn ar Franked.
 
E 578 avat e voe kemeret kêr Gwened gant [[Gwereg II]], ha faezhet gantañ arme ar roue frank [[Chilperig]] war lez ar stêr [[Gwilun]]. Meur a wech e kasas e goskor da breizhañ douaroù frank [[Roazhon]] ha [[Naoned]], ma voe kaset un arme frank all da lakaat urzh gant ar roue [[Guntram]] e [[590]]. Bec'h a savas etre ar pennoù-brezel Bèpol hag [[Ebracari]], ma voe faezhet ar Franked adarre, goude ma teuas Ebracari a-benn da adkemer Gwened ur pennad.
 
E 753 e voe kemeret Gwened adarre gant [[Pepin Grenn]], hag aozet gantañ Marz Breizh da ziwall ar rouantelezh frank diouzh troioù-brezel ar Vrezhoned. War-lerc'h ar prefed Grifó e teuas Roland, a varvas e 778 en emgann [[Roncesvalls]] a-enep ar Vaskoned.
 
E 786 e kerzhas ar senesal Audulf a-enep ar Vrezhoned. E 799 e oa [[Guido Naoned]] a oa kont ha prefed marz Breizh hag aloubiñ Breizh a reas. Etre 814 ha 818 e oa [[Lambert Iañ Naoned]] a oa kont e-lec'h e dad.
 
==Konted ar marzoù==
Linenn 27:
 
==Lennadurezh==
* [[Léon Fleuriot]], ''Les origines de la Bretagne'', Éd. Payot, 1980. {{ISBN|2-228-12710-8}}
* [[Henri Poisson]], [[Jean-Pierre Le Mat]], ''Histoire de Bretagne'', Éd. Coop Breizh, {{ISBN|978-2843460913}}
* [[Joël Cornette]], ''Histoire de la Bretagne et des Bretons''. volum 1. ''Des âges obscurs au règne de Louis XIV'', Éd. Seuil, 2005. {{ISBN|978-2020548908}}
 
[[Rummad:Istor Breizh]]