Septeto Habanero : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Ar '''Sexteto Habanero''', anvet diwezhatoc'h '''Septeto Habanero''', a oa ul laz sonerien savet en La Habana en 1920. file:S. Habanero.jpg|thumb|200px|Ar Sexteto Hab..."
 
ga
Linenn 1:
Ar '''Sexteto Habanero''', anvet diwezhatoc'h '''Septeto Habanero''', a oa ul laz sonerien savet en [[La Habana]] en 1920.
[[file:S. Habanero.jpg|thumb|200px|Ar Sexteto Habanero.]]
 
Savet e oa al laz ''Cuarteto Oriental'' (diwar anv "[[Proviñs Oriente]]", e reter pellañ an enez), en 1918 e [[La Habana]] gant Ricardo Martinez, genidik eus [[Santiago de Cuba]] en Oriente. Pa guitaas al laz pevar, e teuas da laz c'hwec'h, hag ar c'hwec'h-se a oa holl eus La Habana, setu ma oa naturel dezho ar c'hemm. Abaoe eo deuet da vout ur seurt monumant broadel.
 
En deroù e oa ar c'hwec'h soner-mañ:
*Felipe Neri Cabrera Urrutia (1876-1936), kan ha maracas, a savas ''Las Maracas'', ''Nieve de mi vida'', hag e bried Juana Gonzalez, a savas ''Loma de Belen'';
*Gerardo Martinez Rivero, kan ha gourviolin, lesanvet « El Principe » dre ma veze stipet dalc'hmat, a savas '' Coralia, Elena la Cumbanchera'' (kanet gant tud e-leizh, evel al laz [[Sierra Maestra]]), ''Diana Habanera, El Florero'', hag un toullad re all ;
*Carlos Godinez (Casablanca 1886-1952 Marianao), a gemeras lec'h Ricardo Martinez da seniñ « [[tres]] », ar gitar kuban teirc'hordennek, a savas ''Tribilin Cantore, Mujeres que gozan'';
*Guillermo Castillo Garcia (1880-1949), gitarour, a savas ''Tres Lindas Cubanas''; mervel a reas en dienez;
*Antonio Bacallao, soner « [[botija]] »,
*Oscar Sotolongo, soner bongos, a lezas e lac'h gant Agustin Gutierrez adal 1925.
 
Kemmoù a voe adal 1925:
*Jose « Cheo » Jimenez (Cienfuegos 1910-1929), kaner; mervel trumm a reas war al lestr a gase al laz da Europa da seniñ e foar Sevilla, ha taolet e voe e gorf er mor;
*Abelardo Barroso Dargelez (1905-1972) a erruas e 1925, ha bloaz goude ez eas kuit da ganañ gant ar Sexteto Boloña; en 1927 e teuas en-dro; en 1928 ez eas kuit adarre gant Sexteto Nacional [[Ignacio Piñeiro]], ma laoskas e lec'h en 1929 (ur pennadig berr) gant Jose « Cheo » Jimenez;
*Agustin Gutierrez, kensaver '' Ahora si'', paotr ar bongos ;
*José Maria Incharte, lesanvet « El Chino »
*Miguel Garcia Morales (1902-1993), kensaver ''Ahora si'', adal 1930 ;
*Abelardo Barroso, kant ha claves,
*Rafael « El Piche » Hernandez, kan ha claves, en 1926 ;
*Andrés Sotolongo gant ar bongos en 1930 ;
*José Interian, trompilher adal 1930.