Porsche 911 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 22:
 
A-benn ar fin he deus Porsche al « lestr » hag a vanke dezhi evit bezañ degemeret e-touez rummad ar re a renk uhel. Netra nevez a-hend-all evit ar pezh a sell ouzh ar bloavezh-kenwerzhañ 1975; adalek ar bloavezh-kenwerzhañ 1976 koulskoude, e vez savet an 911 gant follennoù-houarn zinket dre an tommder : ken solut int ma ne c’hellont ket merglañ, kazimant ; ne vez kinniget nemet 2 stumm evit ar rummad bouetaet gant aer : an 911 2,7 litr gant e 165 marc'h DIN hag an 911 Carrera 3.0 litr gant e 200 marc'h DIN, e stumm koupe pe D/Targa atav.
 
 
[[File:"""(Porsche Carrera) pic.aa.jpg|thumb|]]
 
== Dibenn ar produiñ ? ==
 
Linenn 43 ⟶ 39:
N’eo ket echu an abadenn c’hoazh, tamm ebet : e 1993 e [[Saloñs Frankfürt]] e voe kinniget rummad nevez an 911, badezet « 993 » evel just (3,6 litr, 272 cv DIN, 2 rod-luskañ), 30 vloaz rik goude bezañ bet lakaet war ziskouez evit ar wech kentañ ! Ar re a blije dezho ar stumm Targa ne gavont ket o lod gant an 993, rak hemañ a vez gwerzhet e stumm koupe pe g/cabriolet hepken... Ar bloavezh war-lerc’h e vez kinniget an 993/911 Carrera 4 (heñvel ouzh an hini 2 rod-luskañ, nemet e vez 4 rod-luskañ outañ), hag ar C'h/Carrera RS (3,8 litr, 300 cv DIN) hag an Turbo (3,6 litr, 408 cv DIN, daou d/turbo) da c’houde, hag a vez lakaet war ziskouez ez ofisiel e Saloñs [[Jeneva]] e miz Meurzh 1995. Er memes bloavezh e Saloñs Frankfürt e vez roet lañs en-dro d’an Targa, pourvezet gant un doenn ispisial graet gant gwer, hag a c’hell bezañ digoret aes-kenañ ; eno e vez kinniget an 993/911 Carrera 4 S ivez, gant e garroñsadur hag ar pezh a zo stag ouzh an hent heñvel ouzh re an [[Turbo]]. Kement hag ober e pign nerzh ar c’hefluskerioù bouetaet gant aer betek 285 cv DIN evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1996, e lec’h 272 betek-hen. Netra nevez evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1997, kinniget e vez an 993 Carrera S memestra, savet war patrom an 993/911 Carrera 4 S, gant karroñsadur an Turbo ivez, met ar pezhioù stag ouzh an hent a zo re an 993/911 Carrera. En 993/911 Carrera S an hini eo e vez staliet keflusker ar C'h/Carrera RS (3,8 litr, 300 cv DIN) evit ar bloavezh-kenwerzhañ 1998; er bloavezh-se e vez kinniget ivez an 993/911 Turbo S (450 cv DIN) a vo hini diwezhañ un heuliad rummadoù bet savet war ar memes patrom abaoe 1964 : pebezh abadenn !
 
[[File:"""(Porsche Carrera) pic.aa.jpg|thumb|]]
E fin ar bloavezhioù 80 e veze embannet an dro-lavar-mañ gant [[Sonauto]], embroer Porsche e Bro-C’hall d’ar poent-se : « War-raok atav, ar redadeg didermen ». Bez’ e talvez atav !