Frank Herbert : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Frank Herbert.jpg|right|thumb|210px|Frank Herbert]]
'''Frank Patrick Herbert''' (ganet d'an [[8 Here|8 a viz Here]], [[1920]] en [[Tacoma (Washington)|Tacoma]], [[Washington (Stad)|Washington]], [[SUA]] – ha marvet d'an [[11 C'hwevrer|11 a viz C'hwevrer]], [[1986]] e [[Madison (Wisconsin)|Madison]], [[Wisconsin]], [[SUA]]) a zo ur skrivagner [[skiant-faltazi]] en deus graet berzh e-touez ar skridvarnerien kerkoulz hag al lennerien. Brudet eo dreist-holl en abeg d'e romant ''[[Dune]]'' ha d'ar pemp romant all a zo aet d'ober kelc'hiad ''Dune''. Plediñ a ra ar saga Dune gant dodennoù e-giz dreistbevadur mab-den hag an [[emdroadur]], an [[ekologiezh politikel|ekologiezh]], hag ar c'hroashent etre ar [[relijion]], ar [[politikerezh]] hag ar [[galloud]]. Sellet e vez outañ evel unan eus oberennoù klasel ar skiant-faltazi.
 
== Buhez ==
[[Restr:Frank Herbert.jpg|right|thumb|210px|Frank Herbert]]
=== Bugaleaj ===
Frank Herbert a voe ganet d'an [[8 Here|8 a viz Here]], [[1920]] en [[Tacoma, Washington|Tacoma]], [[Washington (Stad)|Washington]], da Frank Herbert hag Eileen McCarthy Herbert. Emañ e vamm eus ar c'horn-bro , e dad a oa deuet di pa oa-eñ bugel ha bez e voe poliser a raok dont da vezañ enseller al labour. Desket e voe dezhañ pesketa er stêrioù tro-war-dro gant indianed chinook yaouank. Abred e ouezas e felle dezhañ bezañ skrivagner : soñj en deus bezañ hetet dont da vezañ skrivagner da geñver e eizhvet deiz-ha-bloaz.