Diforc'hioù etre adstummoù "Breizh-Veur"

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
'''Breizh-Veur''' ([[gouezeleg Skos]]: ''Breatainn Mhòr'', [[kembraeg]]: ''Prydain Fawr'', [[kerneveureg]]: ''Breten Veur'', [[saozneg]] ''Great Britain'', [[Skoteg]] ''Great Breetain'') zo un enezenn eus [[Europa]] ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 km² enni. Gant 60 milion a annezidi<ref>Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [http://webarchive.nationalarchives.gov.uk/20031221023714/http://www.statistics.gov.uk/glance/default.asp], e oa, e [[2001]], 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831; Bro-Skos 5 062 01 ; ha Kembre 2 903 085).</ref> e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude [[Java]] ha [[Honshu]]. Tro-dro d'an enez ez eus ur bern inizi bihan pe vras, da skouer [[Iwerzhon]] er c'hornôg hag [[Enez-Vanav]] etrezo.
 
Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes ([[Enez Mon|Môn]], [[Inizi Gall]], [[Wight]]...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: [[Bro-Saoz]], [[Kembre]] ha [[Bro-Skos]]<ref><small>[[Kernev-Veur]] a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.</small></ref> hag o c'hêrioù-penn: [[Londrez]], [[Kerdiz]] ha [[Dinedin]]. Asambles gant [[Hanternoz Iwerzhon]] ez a d'ober ur stad anvet [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]] pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e [[1707]] gant unvaniezh [[Bro-Saoz]] ha [[Bro-Skos]] evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e [[1801]] gant stagadenn [[Iwerzhon]] ouzh ar Rouantelezh. E [[1921]] eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h, ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ.
 
E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar [[Beinn Nibheis]] (Ben Nevis) (1&nbsp;343 m); hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar [[Severn]] (336 km; ''Hafren'' e [[kembraeg]]).
 
== Ekonomiezh Breizh-Veur etre 1850-1920 ==
Adalek an 19vet kantved e voe kensakret galloud Europa war ar bed ha dreist-holl hini Breizh-Veur diwar astenn he zrevadennoù hag a anavezas ur bedeladur gentañ e fin en 19vet kantved. Ar bedeladur ekonomikel a anavezomp hiziv a oa kroget : argerzh kresk ha diorren ar redoù eskemm a-bep-seurt eo.
Adalek
an 19vet kantved e voe kensakret galloud Europa war ar bed ha
dreist-holl hini Breizh-Veur diwar astenn he zrevadennoù hag a
anavezas ur bedeladur gentañ e fin en 19vet kantved. Ar bedeladur
ekonomikel a anavezomp hiziv a oa kroget : argerzh kresk ha
diorren ar redoù eskemm a-bep-seurt eo.
 
=== '''Ur c'halloud greantel liammet ouzh un impalaeriezh trevadennel''' ===
E Breizh-Veur e voe ganet ar c'hentañ kemmdro greantel hag e 1850 he doa lañs war he c'hevezherien. E 1870 e oa he froduadur glaou peder gwech pouezusoc'h evit hini Alamagn hag hini an houarn (>55%) a oa peder gwech brasoc'h evit hini SUA. Ekonomiezh Breiz-Veur a oa an hini bennañ : a-drugarez d'an hentoù-houarn e teuas a-benn da gemer he c'hreñv war dachenn an industriezh. 40 % eus al liammoù hentoù-houarn bedel a oa perc'hennet ganti e 1850. Koumananti a reas ivez ur rouedad eskemm bedel (hentoù morel, kanol Suez, funoù telegrafek is-morel).
E
Breizh-Veur e voe ganet ar c'hentañ kemmdro greantel hag e 1850 he
doa lañs war he c'hevezherien. E 1870 e oa he froduadur glaou peder
gwech pouezusoc'h evit hini Alamagn hag hini an houarn (>55%) a
oa peder gwech brasoc'h evit hini SUA. Ekonomiezh Breiz-Veur a oa an
hini bennañ : a-drugarez d'an hentoù-houarn e teuas a-benn da
gemer he c'hreñv war dachenn an industriezh. 40 % eus al
liammoù hentoù-houarn bedel a oa perc'hennet ganti e 1850.
Koumananti a reas ivez ur rouedad eskemm bedel (hentoù morel, kanol
Suez, funoù telegrafek is-morel).
 
Er memes mare e kreñvaas pennadurezh Breizh-Veur a-drugarez d'he impalaeriezh trevadennel a voe startaet en eil hanterenn an 19vet kantved. An impalaeriezh trevadennel vrasañ e oa hag a zegase danvezioù ha produioù a vage arf c'hresk ekonomikel hag ar c'hemmdro industriel. En he vleuñvenn, an impalaeriezh trevadennel-se a en em lede war ur c'hard eus gorread ar bed ha muioc'h evit 450 million a annezidi a veve enni. An trevadennoù-se a veze kavet war an holl gevandirioù a save un impalaeriezh 'lec'h ma ne guzhe ket an Heol hag a gemeras perzh e-barzh trec'h kenwerzhel ar vro.
Er
memes mare e kreñvaas pennadurezh Breizh-Veur a-drugarez d'he
impalaeriezh trevadennel a voe startaet en eil hanterenn an 19vet
kantved. An impalaeriezh trevadennel vrasañ e oa hag a zegase
danvezioù ha produioù a vage arf c'hresk ekonomikel hag ar
c'hemmdro industriel. En he vleuñvenn, an impalaeriezh
trevadennel-se a en em lede war ur c'hard eus gorread ar bed ha
muioc'h evit 450 million a annezidi a veve enni. An trevadennoù-se a
veze kavet war an holl gevandirioù a save un impalaeriezh 'lec'h ma
ne guzhe ket an Heol hag a gemeras perzh e-barzh trec'h kenwerzhel ar
vro.
 
Profitañ a reas kalz ar vro eus al lañs teknologel evit esporzhiañ he froduioù. Evel-se e lakeas ar vag dre aezhenn da c'hounid kalz a amzer war-vor ha da strishaat al liammoù etre an impalaeriezh hag ar vroadoù all : ezhomm e oa eus peder da c'hwec'h sizhunvezh evit treuziñ ar meurvor Atlantel e 1830 ha dek devezh hepken e 1880. E 1900 e oa ar Rouantelezh-Unanet an esporzherez marc'hadourezhioù pennañ gant 14,6 % eus an esporzhioù hag an enporzherezh pennañ ivez gant 21,4 % eus an enporzhiadennoù. Pouezañ a rae neuze 1/5 eus ar c'henwerzh bedel.
Profitañ
a reas kalz ar vro eus al lañs teknologel evit esporzhiañ he
froduioù. Evel-se e lakeas ar vag dre aezhenn da c'hounid kalz a
amzer war-vor ha da strishaat al liammoù etre an impalaeriezh hag ar
vroadoù all : ezhomm e oa eus peder da c'hwec'h sizhunvezh evit
treuziñ ar meurvor Atlantel e 1830 ha dek devezh hepken e 1880. E
1900 e oa ar Rouantelezh-Unanet an esporzherez marc'hadourezhioù
pennañ gant 14,6 % eus an esporzhioù hag an enporzherezh
pennañ ivez gant 21,4 % eus an enporzhiadennoù. Pouezañ a rae
neuze 1/5 eus ar c'henwerzh bedel.
 
=== '''Ur bennadurezh arc'hantel''' ===
Dindan renad ar rouanez Victoria (1837-1901) e oa Breizh-Veur mestrez war ar bed e-keñver an arc'hant hag e save norm ar sistem moneizel etrevroadel. Al lur sterling a oa moneiz dave an eskemmoù. Ar City, kreiz arc'hantel Londrez, a deuas da vezañ an hini bouezusañ evit kement treuzvarc'had. Boursez Londrez eo a save merkezennoù al lodenn vrasañ eus an danvezioù kentañ daoust da gevezerezh Chicago. Er redadeg-se e oa a-bouez an impalaeriezh trevadennel rak 40 % eus postiñ arc'hant ar vro e talveze e penn-kentañ an 20 vet kantved.
Dindan
renad ar rouanez Victoria (1837-1901) e oa Breizh-Veur mestrez war ar
bed e-keñver an arc'hant hag e save norm ar sistem moneizel
etrevroadel. Al lur sterling a oa moneiz dave an eskemmoù. Ar City,
kreiz arc'hantel Londrez, a deuas da vezañ an hini bouezusañ evit
kement treuzvarc'had. Boursez Londrez eo a save merkezennoù al
lodenn vrasañ eus an danvezioù kentañ daoust da gevezerezh
Chicago. Er redadeg-se e oa a-bouez an impalaeriezh trevadennel rak
40 % eus postiñ arc'hant ar vro e talveze e penn-kentañ an 20
vet kantved.
 
=== '''An eskemm-frank''' ===
Ar mare-se a oa liammet strizh ouzh diorren fonnus ar c'henwerzh etrevroadel. Broudet e voe adalek 1846 gant sistem an eskemm-frank a oa bet termenet en 18vet kantved gant en ekonomour skosad Adam Smith. Evitañ, an nebeutañ e kemer perzh ar Stad er vuhez ekonomikel dre al lezennoù, ar yac'hañ eo an ekonomiezh. Al liammoù ekonomikel-se ne voent ket aozet en implaeriezh hepken, meur a emglev marc'hadourel a rene an eskemm-frank-se a voe staliet er vroioù latino-amerikan, Turkia, Maroko ha Japan. E fin an 19vet kantved, tro-dro 60 % eus ar c'henwerzh breizhveuriat a veze graet gant broioù kevredet en-diavaez eus Europa.
Ar
mare-se a oa liammet strizh ouzh diorren fonnus ar c'henwerzh
etrevroadel. Broudet e voe adalek 1846 gant sistem an eskemm-frank a
oa bet termenet en 18vet kantved gant en ekonomour skosad Adam Smith.
Evitañ, an nebeutañ e kemer perzh ar Stad er vuhez ekonomikel dre
al lezennoù, ar yac'hañ eo an ekonomiezh. Al liammoù ekonomikel-se
ne voent ket aozet en implaeriezh hepken, meur a emglev marc'hadourel
a rene an eskemm-frank-se a voe staliet er vroioù latino-amerikan,
Turkia, Maroko ha Japan. E fin an 19vet kantved, tro-dro 60 %
eus ar c'henwerzh breizhveuriat a veze graet gant broioù kevredet
en-diavaez eus Europa.
 
=== '''Ur sked etrevroadel'''  ===
Ur vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao, sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851.
Ur
vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a
chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war
ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao,
sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez
ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro
ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851.
 
=== '''Ar bevennoù''' ===
Diaesoc'h
e teuas an traoù da vezañ evit Breizh-Veur adalek en eil kemmdro greantel (1880-1960) a zegasas danvezioù nevez, ar petrol an hini bennañ. Kevezerezh a deuas war-wel neuze gant Alamagn hag SUA dreist-holl. Ar c'hentañ brezel bed a harzas kresk ekonomikel Breizh-Veur.
greantel (1880-1960) a zegasas danvezioù nevez, ar petrol an hini
bennañ. Kevezerezh a deuas war-wel neuze gant Alamagn hag SUA
dreist-holl. Ar c'hentañ brezel bed a harzas kresk ekonomikel
Breizh-Veur.
 
== Gwelet ivez ==
 
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
<references/>
 
 
9

modifications