77 287
modifications
Aucun résumé des modifications |
Aucun résumé des modifications |
||
== Istor ==
Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa stag parrezioù Traoñienn Aran ouzh eskopti [[Sant Bertrand de Comenge]], zo ur gêr un tamm pelloc’h en hanternoz ha bremañ er Stad C’hall. Ul lodenn eus an eskopti-se e chomas an draoñienn betek [[1802]]. Met er Grennamzer ivez e oa an draoñienn e dalc’h aotrouien eus an diavaez, a-bep-eil konted [[Bigorra]], konted [[Comenge]], konted eus Katalonia pe rouaned [[Aragon]]. Meur a wech e voe staget ouzh kurunenn Aragon (e 1067, e
Aloubet e voe an draoñienn gant ar C’hallaoued etre 1808 ha 1815 hag un tamm eus an departamant [[Haute-Garonne]] e voe neuze (arondisamant [[Sent Gaudenç]]).
E dibenn renad [[Francisco Franco]] e voe adsavet ensavadurioù emren an draoñienn. D’ar 26 a viz Gouere [[1979]] en em vodas dilennidi ha pennadurezhioù ar vro da grouiñ ar Bodad evit adsevel ensavadurioù istorel Traoñienn Aran.
'''Kuzul meur Aran''' (anvet ''Conselh Generau d'Aran'' en [[araneg]]) eo ar c’huzul dilennet karget da ren aferioù an draoñienn. Savet e oa bet e [[1991]] ha 13 ezel zo ennañ. Abaoe 1991 e vez lidet [[Devezh ar vro]], bep bloaz, d'ar [[17 a viz Mezheven]], e koun an dilennadeg kentañ a oa bet evit ar c'huzul-se d'ar 17 a viz Mezheven er bloavezh-se.
Hiziv an deiz eo deuet an touristerezh da vezañ ur gennad a bouez bras e buhez an draoñienn.
<gallery>
* [http://www.lopaissel.blogspot.com/ Lo País, blog okitanek eus an draoñienn]
[[Rummad:Douaroniezh Okitania]]
[[Rummad:Douaroniezh Katalonia]]
[[Rummad:Pireneoù]]
[[rummad:
|
modifications