Afghanistan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Lamet kuit eo bet ar restr ''Evstafiev-afghan-apc-passes-russian.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant INeverCry
Linenn 100:
 
=== 1978 - 1992 : 1{{añ}} brezel Afghanistan ===
[[Restr:Evstafiev-afghan-apc-passes-russian.jpg|thumb|right]]Gant taol-stad [[Strollad Demokratel Poblel Afghanistan|SDPA]] (Strollad Demokratel Poblel Afghanistan), d’ar 27 a viz Ebrel 1978, eo bet diskaret gouarnamant [[Mohammed Daoud Khan|Daoud]] hag ez eus drouklazhet ur niver bras eus izili e familh. Dont a ra [[Muhammad Taraki]] (1917-1979), levier ar ''c’hKhalq'' (ur rann feuls ha patchoun dreist-holl eus SDPA) anezhañ, da vezañ prezidant Republik Demokratel Afghanistan nevez. Sokialour eo ar republik-se, ha mont a ra a-du gant an Unaniezh soviedel.
 
Un darn eus an Afghaned a stag da herzel ouzh ar galloud kreiz, harpet a-yoc’h gant [URSS]]. Itrikañ a reont un taol-stad nevez d’an 28 a viz Kerzu 1979. Sed aze deroù brezel Afghanistan. Dont a ra [[Babrak Karmal]] da vezañ prezidant. Harpañ a ra an [[Unaniezh soviedel]] ar renad nevez hag adalek miz Genver 1980 e klask a-zevri adtapout kontroll an takadoù emsavet (Gevred ar vro dreist-holl). Skoilhoù a-leizh a gav ar gouarnamant komunour afghan war e hent : ar maezioù a chom stag ouzh an hengoun ha ne savont ket a-du gant ar gomunouriezh a soñjer eo enep ar relijion ; renkad ar vicherourien afghan n’eo ket gwall niverus ha tro-dro da [[Kaboul|Gaboul]] emañ evit an darn vrasañ anezhi. Ha dreist-holl, broioù ar C’hornôg hag ar broioù muzulman (Arabia Saoudat, Iran, Pakistan) a skoazell an harzerezh gant dafar hag arc’hant.