Diamantoù Keroulaz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Al levr: Breizh ha n'eo ket Bro C'hall
Linenn 9:
Da c'houde ur gwallzarvoud marc'h eo bet kaset ar c'habiten Rojer Keroulaz d'an ospital. Gloazet-mat eo bet ha dre m'emañ-eñ war e wele diwezhañ e c'houlenn ma vo kerc'het e vignon, al letanant Herri Halegoed, da zont d'e gaout. Gant an den war e dremenvan ez eo fiziet ennañ un dro-c'houzoug aour c'hwec'h diamant ha tregont outi : aspediñ a ra anezhañ ma vo degaset ar bravig prizius-mañ en-dro d'e berc'hennez, e voereb ar varkizez Lesouarn, en devoa e laeret diganti e [[1910]].
 
N'en deus diskoulm all ebet Herri Helegeoed nemet touiñ ez ay da Gastell Lesouarn, e-tal kichen [[Lanniliz]], e-lec'h m'emañ o chom ar varkizez. Ar pezh a reas en hañv [[1925]], un nebeud sizhunvezhioù war-lerc'h marv ar c'habiten. Ne voe ket evit anzav ar wirionez vantrus dezhi ha kuitaat ar c'hastell a reas, an dro-c'houzoug gantañ c'hoazh. Hag ankouaet ar gefridi gantañ p'en devoa kuitaet [[Bro-C'hallBreizh]] da vont da labourat da [[Kaledonia-Nevez|Galedonia-Nevez]] e-pad daou vloavezh.
 
Hag eñ distro ez eo pedet gant ar varkizez da zont da dremen un nebeud devezhioù en he c'hastell ma kemero perzh en ur pred gant kouvidi all. Un digarez mat da Helegoed da lakaat an traoù war o reizh da vat, da-geñver an devezh gouel-mañ, ha d'ober d'an dro-c'houzoug adkavout he ferc'hennez a-benn ar fin. Ne oar ket c'hoazh emañ o paouez lakaat e dreid en un afer luziet-meurbet hag a lakay anezhañ da vont eus an eil souezhadenn d'eben...