Vorgium : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: Vioù-koukoug...
Linenn 3:
Kentañ roudoù tud eno a zo eus ar [[IVe kantved kt JK]]. Meneget eo e [[Taolenn Peutinger]]. Edo e-kreiz ur rouedad hentoù, galian da gentañ, roman goude, e stumm ur steredenn. Da skouer e kase an hentoù-se d'[[ar Pouldu]] dre [[Lannejenn]] ha [[Kemperle]] ha da v-Blabia ([[Porzh-Loeiz]] bremañ) dre [[Henbont]], da [[Rieg]] dre [[Skaer]] ha [[Banaleg]] <ref>[[Henri Guiriec]], ''La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé'', e ti an aozer, hd, (e [[galleg]]), pajennoù 16 ha 17.</ref> ha da z[[Darioritum]] ([[Gwened]] bremañ).
==Istor==
Meur a relegenn eus mare ar Romaned a zo bet kavet eno ha dedennet kalz e oa bet [[Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne]] gante. Enklaskoù a-nevez o deus diskouezet e oa Vorgium ur gêr kalz brasoc'h eget na vije kredet. En e vleuñvenn, e penn-kentañ an trede kantved e oa Vorgium ar gêr vrasañ eus al ledenez gant he 130 [[hektar|ha]]. D'ar mare-se ne oa nemet 90 ha gant Condate Riedonum ([[Roazhon]]) ha 50 ha gant Fanum Martis ([[Kersaout]]). Chom a rae koulskoude ur gêr etre peogwir e veze kavet gêrioùkêrioù galianeggalian gant ouzhpenn 200 ha.<br>
Un dourbont hir hag a zeu eus lec'hienn Bressilien e [[Paoul]] a lak da soñjal e [...].