Bro-Leon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Micherioù ar mor
→‎Bro-Leon hiziv an deiz: Gourel eo ar ger...
Linenn 30:
Anavezet eo Bro-Leon evit al labour-douar dreist-holl. Ar rannvro tro-dro da [[Kastell-Paol|Gastell-Paol]], anvet "Ar Gouriz Alaouret", a zo un takad a zouaroù traezhennek, ur seurt leus skornvezhel hag a c'hell tizhout betek 8 metrad donder. Gouest eo labourerien-douar Bro-Leon da gevezañ gant re an Izelvroioù, pe da ober gwelloc'h c'hoazh. Amañ e vez kavet ul lodenn vras eus al legumaj produet e Bro-C'hall a-bezh ; anavezet eo evit an artichaod dreist-holl (renk kentañ e Bro-C'hall), ar brikoli, an tomatez pe ognon roz AOC Rosko ha chalotez Kastell-Paol. Doareoù labour hengounel da drempañ an douar gant bezhin a zo bet ijinet eno, ha diwezhatoc'h doareoù a-vremañ gant an traktorioù o deus kemeret plas ar c'hezeg. Amañ ivez eo bet krouet ar marc'had « diouzh an digresk » diwar atiz ar sindikadour [[Alexis Gourvennec]]. Labourerien-douar Bro-Leon o deus lakaet o holl aked da wellaat o douar hag o holl startijenn da genwerzhañ gant ar broioù estren dreist-holl.
 
Ar besketaerezh[[pesketaerezh]] hag ar micherioù troet ouzh ar mor a zo pouezus ivez er vro. E-kreiz an Aber Ac'h e vez savet istr Prat Ar Coum, e bae Montroulez e kaver munus istr Belon, ha pesklennoù e Rosko. Ar porzhioù pesketa pennañ eo Konk-Leon, Porsal ha Mogerieg (a denn splet bras eus al legistri dreist-holl). Lannildud eo porzh kentañ Europa evit ar bezhin.
 
==Gwelet ivez==