Bro-Leon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Touristelezh
Linenn 28:
 
== Bro-Leon hiziv an deiz ==
=== Kenderc'hadoù lec'hel ===
Anavezet eo Bro-Leon evit al labour-douar dreist-holl. Ar rannvro tro-dro da [[Kastell-Paol|Gastell-Paol]], anvet "Ar Gouriz Alaouret", a zo un takad a zouaroù traezhennek, ur seurt leus skornvezhel hag a c'hell tizhout betek 8 metrad donder. Gouest eo labourerien-douar Bro-Leon da gevezañ gant re an Izelvroioù, pe da ober gwelloc'h c'hoazh. Amañ e vez kavet ul lodenn vras eus al legumaj produet e Bro-C'hall a-bezh ; anavezet eo evit an artichaod dreist-holl (renk kentañ e Bro-C'hall), ar brikoli, an tomatez pe ognon roz AOC Rosko ha chalotez Kastell-Paol. Doareoù labour hengounel da drempañ an douar gant bezhin a zo bet ijinet eno, ha diwezhatoc'h doareoù a-vremañ gant an traktorioù o deus kemeret plas ar c'hezeg. Amañ ivez eo bet krouet ar marc'had « diouzh an digresk » diwar atiz ar sindikadour [[Alexis Gourvennec]]. Labourerien-douar Bro-Leon o deus lakaet o holl aked da wellaat o douar hag o holl startijenn da genwerzhañ gant ar broioù estren dreist-holl.
 
Ar [[pesketaerezh]] hag ar micherioù liammet ouzh ar mor a zo pouezus er vro ivez. E-kreiz an [[Aber-Ac'h]] e vez savet istr Prat Ar Coum, e bae Montroulez e kaver munus istr Belon, ha pesklennoù e Rosko. Ar porzhioù pesketa pennañ eo Konk-Leon, Porsal ha Mogerieg (a denn splet bras eus al ligistri dreist-holl). Lannildud eo porzh kentañ Europa evit ar bezhin.
 
===Touristelezh===
Bez ez eus pevar blein dedennañ pennañ e Bro-Leon :
 
• Troiad ar porzhioù-bered a ginnig meur a bennoberenn skulterezhel eus ar XIVed kantved.
 
• E Brest, Oceanopolis, gouelioù ar bigi kozh ha redadegoù war vor treuzatlantek a zedenn ar muiañ a douristed.
 
• Bro an Aberioù a zo ul lec'h dispar evit an troioù-bale.
 
• Porzh Rosko hag ar c'humunioù tro-war-dro a zegemer martoloded gant bigi-bale bras, estreget re Vro-Saoz, aet skuizh gant Sant-Malo, hag ivez familhoù an dud klañv (kreizenn heolvorel), abaoe m'eo bet ijinet ar morvezegiezh. Eno e teu ivez tud o vevañ er c'herioù, evit kennerzhusañ aer a zo e Europa a-bezh.
 
==Gwelet ivez==