Bro-Leon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Danframmoù
Linenn 43:
 
• Porzh Rosko hag ar c'humunioù tro-war-dro a zegemer martoloded gant bigi-bale bras, estreget re Vro-Saoz, aet skuizh gant [[Sant-Maloù]], hag ivez familhoù an dud klañv (kreizenn heolvorel), abaoe m'eo bet ijinet ar [[morvezegiezh|vorvezegiezh]]. Eno e teu tud o vevañ er c'hêrioù ivez, evit kennerzhusañ aer a zo en Europa a-bezh.
 
=== Danframmoù ===
 
Treuzet eo Bro-Leon, eus ar Reter betek ar C'hornog gant un hent-tizh a dalvez da c'hourhent. An TGV a chom a-sav e Montroulez hag e Brest.
Aerborzh Brest-Breizh a zo un aerborzh etrebroadel a c'hell degemer ar brasañ kirri-nij. Darbaret eo gant Brit-Air, iskevredad breizhat Air-France, hag a zo diazezet e [[Montroulez]]. Aerborzh Landivizio a zo ur bon morlu.
 
Porzh Brest a chom ur greizenn a genwerzh a-bouez, hag, evel-just, kalon ar Morlu. Ur porzh-don, porzh ar Bloscon, a zo bremañ e Rosko en-doare ma c'hell ar [[Brittany Ferries]], savet gant [[Alexis Gourvenneg]] kinnig d'an dreizhidi ha d'o c'hirri-tan treuziñ ar mor ingal war-zu Cork pe bPlymouth.
 
Abalamour da dri lanv du bras, re an ''Torrey Canyon'', an ''Olympic Bravery'' hag an ''Amoco Cadiz'', hag ouzhpenn, abalamour d'ar bigi o tiaezhañ, he deus ranket ar prefeti mor diasezañ Roudenn Eusa. Sturiet eo hemañ gant ar C'hross Corsen adalek Brest.
 
==Gwelet ivez==