Vorgium : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Dourbont...
Linenn 11:
==Vorgium kêrbenn ur geoded (civitas) ==
Setu ez eo et savet ar gêr galian-roman ''[[ex nihilo]]'' gant melestradurezh ar Romaned abalamour ma oa lec'hiet e kreiz tiriad keoded an Osimied ha war un uhelenn e lec'h ma oa aes sevel ur gêr. Koulskoude ne ouezer ket pegoulz eo bet krouet Vorgium.
Kroget oa bet furchadegoù henoniel en XVIIIvet kantved ha war un doare reizhek adalek 1995. Kalz a savadurioù zo deuet war wel. Ment ar gêr zo bet kadarnaet gant rouedad an hentoù roman a gase di ha gant hed an dourpontdourbont ivez(27 km). Kavet ez eus bet kalz a lodennoù anezhi. Ar furchadegoù war lec'hienn an ospital o deus diskouezet e oa bet savet ar savadurioù hervez patromoù roman (Forum, kibelldi, temploù) met azasaet diouzh ment ar gêr. Evit bremañ n'eo ket bet kavet ar ''forum''. Louis Pape a gav dezhañ e vefe straed Brizeux ar ''cardo'' ha straed Lambert an ''decumanus''
 
==An dourbont==
Kavet ez eus bet ur ''fanum'' e Kerdaniel hag ur skalier mentel war ar foarlec'h e 2004 hag a c'hell bezañ hini ar c'hibelldi. Met pouezusañ roud eus amzer-tremenet ar Romaned eo an dourpontoùdourbontoù.
An dourbont kentañ a oa bet savet e eil hanter ar c'hantvet kentañ. Degas a rae dour ur wazh-dour lec'hiet 11 km diouzh kêr. C'hoari a rae tro-dro d'ar runioù evit kaout ur pouez-traoñ ingal. Ret e oa bet sevel ur pont, 1,4 km hed ha 14 metr uhelder dezhañ evit ma errufe an dour er c'hastell-dour e uhelañ karter ar gêr. Savet e oa gant sanioù koad liammet gant plakennoù houarn ha mañsonet evit darn.
An eil dourbont a zo eus mare fin an eil kantvet. Heuliañ a rae un hent kammdro a-hed 27 km adalek [[Groñvel]] gant 0,27 m pouezh-traoñ evit pep km. Kavet e vez oberoù dispar, en o zouez, ur riboul (E Kervoagel er Vouster) 0,9 km hed dezhañ hag ur pont (0,9 km) gant 13 m uhelder dezhañ e-kichen Kerampest.
Linenn 20:
An dourbont-se zo bet studiet mat gant A. Provost ha L. Aubry. Adsavet o deus e dresad war e hed. "Ur c'hanol mañsonet a oa eus ar riboulenn. Enduet e oa gant pri-raz liv roz ha ouzhpennet e oa dezhañ tammoù bihan teolioù pilet evit ma vefe didreuzus. Goloet e oa an aliesañ gant maen-glas ha war c'horre e veze lakaet ur gwiskad douar. E-mod-se e veze aes mont betek ar riboulenn evit renkañ anezhi."
 
Dilezet eo bet an dourpontdourbont er pevare kantved.
 
==Liammoù diavaez==