Vorgium : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3:
Kentañ roudoù tud eno a zo eus ar [[IVe kantved kt JK]]. Meneget eo e [[Taolenn Peutinger]]. Edo e-kreiz ur rouedad hentoù, galian da gentañ, roman goude, e stumm ur steredenn. Da skouer e kase an hentoù-se d'[[ar Pouldu]] dre [[Lannejenn]] ha [[Kemperle]] ha da v-Blabia ([[Porzh-Loeiz]] bremañ) dre [[Henbont]], da [[Rieg]] dre [[Skaer]] ha [[Banaleg]] <ref>[[Henri Guiriec]], ''La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé'', e ti an aozer, hd, (e [[galleg]]), pajennoù 16 ha 17.</ref> ha da z[[Darioritum]] ([[Gwened]] bremañ).
==Istor==
Meur a relegenn eus mare ar Romaned a zo bet kavet eno ha dedennet kalz e oa bet [[Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne]] gante. Enklaskoù a-nevez o deus diskouezet e oa Vorgium ur gêr kalz brasoc'h eget na vije kredet. En e vleuñvenn, e penn-kentañ an trede kantved e oa Vorgium ar gêr vrasañ eus al ledenez gant he 130 [[hektar|ha]]. D'ar mare-se ne oa nemet 90 ha gant Condate Riedonum ([[Roazhon]]) ha 50 ha gant Fanum Martis ([[Kersaout]]). Chom a rae koulskoude ur gêr etre peogwir e veze kavet kêrioù galian gant ouzhpenn 200 ha.<br>
Un dourbont hir hag a zeu eus lec'hienn Bressilien e [[Paoul]] a lak da soñjal e oa Vorgium ar "Carolaise" a vez kavet e mojenn roue Arzur, Bressilien bezañ tost da vBrekelienv[[Brekelien]]. An arkeologiezh a zegas traoù a bouez d'an dezenn-se.
 
Emañ a-du an istorourien evit lâret e oa Karaez kêrbennkêr-benn an Osimied da vare ar Romaned hag a-raok marteze. Meneget eo en eil kantved e Douaroniezh Ptoleme dindan an anv Vorganium hag e [[Taolenn Peutinger]] ivez. Al liamm etre Vorgium ha Karaez a oa bet kinniget e 1874 gant Robert Mowat pa oa bet kavet ur maen-bonn e-kichen [[Mael-Karaez]]. Kadarnaet eo bet an dezenn-se gant Louis Pape. Jean-Yves Eveillard en deus merzet e oa an hed etre Darioritum ([[Gwened]]) ha Karaez heñvel ouzh hini Taolenn Peutiger, da lavaret eo 44 lev roman.
Div zeveradurezh a vez kinniget evit Vorgium. Pe: pe ur wrizienn c'halianek hag a dalv evit ur savadur mogeriet pe ar ger galianek ''worra'' (haleg) evit ar re a verz n'eo bet kavet savadurioùsavadur mogeret ebet a-ziwar-dro.
 
==Vorgium kêr-benn ur geoded (civitas) ==