Vorgium : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
Kroget e oa bet furchadegoù henoniel en {{XVIIIvet kantved}} ha war un doare reizhek adalek 1995. Kalz a savadurioù zo deuet war wel. Ment ar gêr zo bet kadarnaet gant rouedad an hentoù roman a gase di ha gant hed an dourbont ivez (27 km). Kavet ez eus bet kalz a lodennoù anezhi. Ar furchadegoù war lec'hienn an ospital o deus diskouezet e oa bet savet ar savadurioù hervez patromoù roman (Forum, kibelldi, temploù) met azasaet diouzh ment ar gêr. Evit bremañ n'eo ket bet kavet ar ''forum''. Louis Pape a gav dezhañ e vefe straed Brizeux ar ''cardo'' ha straed Lambert an ''decumanus''.
 
==An dourbont<ref>KartaKartenn an dourbont : http://www.marikavel.org/bretagne/carhaix/aqueduc.htm</ref> ==
Kavet ez eus bet ur ''fanum'' e Kerdaniel hag ur skalier mentel war ar foarlec'h e 2004 hag a c'hell bezañ hini ar c'hibelldi. Met pouezusañ roud eus amzer-tremenet ar Romaned eo an dourbontoù.
An dourbont kentañ a oa bet savet en eil hanter eus ar c'hantved kentañ. Degas a rae dour ur wazh-dour lec'hiet 11 km diouzh kêr. C'hoari a rae tro-dro d'ar runioù evit kaout ur pouez-traoñ ingal. Ret e oa bet sevel ur pont, 1,4 km hed ha 14 metr uhelder dezhañ evit ma erruje an dour er c'hastell-dour en uhelañ karter ar gêr. Savet e oa gant sanioù koad liammet gant plakennoù houarn ha mañsonet evit darn.