Minerva : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ang, bg, ca, da, de, el, en, eo, es, fi, fr, he, hi, hu, ja, ko, kw, la, lt, nl, no, pl, pt, ro, ru, simple, sk, sr, sv, zh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
 
'''Minerva''', merc'h da [[Yaou]], a oa anv an doueez [[Atena]] gant ar [[Romaned]].
 
Doueez ar furnez, ar brezel, ar skiantoù, an arzoù e oa, hag ivez hini an dimezioù, hag ar ganedigezhioù.
 
Hogen diaes kavout doareoù disheñvel etre doueez [[Hellaz]] ha hini [[Roma]].
 
==Doueez roman==
Dont a ra an anv Minerva eus hini an doueez etrusk Menrva. Mesket e vije bet an anv gant o ger "mens" (spered) dre ma z' eo ivez doueez ar meiz.
 
Gant an anv ''Minerva Medica'', evoe gwarezerez ar [[medisinerezh|vezeien]] .
 
E [[Roma]] e veze enoret war ar menez [[Kapitol]], adalek an 19 betek an 23 a viz Meurzh, deizioù a oa bet anvet ''Quinquatria'', war-lerc'h [[Idoù]] [[Meurzh]]. Gouelioù all a oa , ar ''Minusculae Quinquatria'', war-lerc'h [[Idoù]] [[Mezheven]], d'an 13 eus ar miz, gant fleütourien, a veze alies el lidoù relijiel.
 
enoret e veze Minerva er c'h- Campidoglio ha gant Yaou ha Junon e oa e Triad ar c'h-Capitol. Hiriv e vez gweladennet ar ''Piazza della Minerva''.
 
E 207 e voe savet ur gevrenn barzhed hag aktourien da ober lidoù e templ Minerva war ar menez Aventin. En o zouez e oa [[Livius Andronicus]]. Ur seurt kreizenn sevenadurel a bouez e oa templ Minerva an Aventin da arzourien ar Republik Roman.