Mumbai : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lamet kuit eo bet ar restr ''Gateway_of_India.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant INeverCry
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
 
Meur a gudenn zo e Bombay war ur sav poent denel kement war sav poent an endro naturel. Evel en holl lec'hioù en India, kudennoù sokial bras zo e Bombay dre an dizingalder arc'hantell met ivez war saotradur an endro dre an industriezhioù hag saotradur an dourioù gant lastez ar c'hêr.
Memes ma vez Bombay ur c'hêr pinvidik a-walc'h, chom a ra anen ul lodenn all paour-kenañ hag gant un difocrdiforc'h spontus a live bevañ. Da gentañ war ar sav poent denel e za ar boblañs war gresk met ivez an niver a zilabour ivez, kement ma vez diaes lavar ur sifr resis. Ar boblañs a kresk dre an divroañ eus ranvroioù all evit kavout ur vuhez welloc'h met pa e eruont, al lodenn brasañ eus outo a zo kaset el lochenaoueg vras, Dharavi. Goude-se diwar kudennoù an endro e vez kavet saotradurioù a-bep seurt. Saotradurioù an dourioù a zo an hini brasañ dreist-holl er c'harterioù paour e-lec'h ma vez ket laket ur reizhiad skarzhañ al lastez hag an dourioù implijet. Memes el lec'hioù 'lec'h ma vez ur reizhiad, e vez peurliesañ en ur stad fall ar reizhiadoù abalamour d'an toulloù en tuelennoù kas hag d'ar puradur diglok. An dour lastez-se a echu e-barzh ar stêrioù hag an tachenoù dour dindan douar en un doare dajerus evit kement boud-bev (loened, tud ...). Ouzhpenn se ez eus saotradur en aer, evel an dioksid karbon pe dre an trouzioù hag a vez kavet dreist-holl e lec'h ma vez an industrioù ha war an hentoù kreiskêr. An embregerezhioù a saotr alies an dour met ivez an aer dre o mogedoù trenk pe chimik dre vras. War an trafik otoioù a vez efed an diouer a blas e Bombay. Dre ma vez ket a-walc'h a blas e kêr ez eo bihan an hentoù . Abalamour da se e vez stanket an trafik pa vez an eurioù labourat hag eno e vez distaolet kalz gaz gant an otoioù hep disoñjal an trouz a vez ganto.
 
== Perak e kresk ar boblañs ? ==