Kengevread Hanternoz Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Kengevread Hanternoz Alamagn''' (''Norddeutscher Bund'' en alamaneg) a oa ur c'hevread stadoù alaman en {{XIXvet kantved}}. Savet e voe e 1867, diwar 22 a stadoù,..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Restr:Norddeutscher Bund.png|thumb|right|290px|Kengevread Hanternoz Alamagn (he bevennoù zo merket gant ul linenn ruz)]]
 
Goude meur a daol-esae da zegas kemmoù er [[Kengevread alaman|C'hengevread Alaman]] (savet e 1815), e voe kuitaet an unaniezh stadoù-se gant an hini vrasañ anezho, Prusia hag heuliet e voe gant stadoù bihanoc'h. Brezel a voe neuze etre stadoù eus an hanternoz bodet en-dro da Brusia, en un tu, hag Aostria ha stadoù eus ar c'hreisteiz, evel Bavaria, en tu all. Goude drouziwezh Aostria gant Prusia er [[Brezel etre Aostria ha Prusia|brezel-se]] e voe kinniget gant Prusia sevel un unaniezh stadoù nevez, gant [[Otto von Bismarck]], kañseller Prusia, e miz Kerzu 1866.
 
D'an 12 a viz C'hwevrer 1867 e voe dilennet kannaded ur parlamant. Gant an ''"Norddeutscher Reichstag"''-se e voe degemeret ar vonreizh kinniget dezho, d'ar 16 a viz Ebrel 1867. Lakaet e voe ar vonreizh-se da dalvezout adalek ar [[1añ a viz Gouere]] [[1867]], an deiz ma voe savet da vat Kengevread Hanternoz Alamagn. Neuze e voe dilennet ur ''Reichstag'' nevez ha dont a reas Bismarck da vezañ ''Bundeskanzler'', kañseller Kengevread Hanternoz Alamagn, an hini nemetañ en istor berr a-walc'h ar c'hengevread.
Linenn 9:
Hervez ar vonreizh e oa roue Prusia a oa prezidant ar C'hengevread, dre ma oa ar priñs pouezusañ e Kuzul ar C'hengevread, an ensavadur ma veze dileuriet an holl stadoù izili (priñselezhioù, dugelezhioù, kêrioù [[Hamburg]], [[Bremen]] ha [[Lübeck]]). Evel prezidant en doa gwir ar roue da envel kañseller ar c'hengevread. Gant Kuzul ar C'hengevread hag ar ''Reichstag'' (Parlamant) e veze savet al lezennoù.
 
E 1871 e voe treuzfurmet Kengevread Hanternoz Alamagn en [[Impalaeriezh alaman]]. Pouezus e voe Kengevread Hanternoz Alamagn, rak evit ar wech kentañ e oa bet klasket unvaniñ an ekonomiezh hag ar justis dreen ul lodenn vras eus Alamagn. Kalz eus ar reolennoù hag al lezennoù savet ennañ a voe miret gant an Impalaeriezh Alaman.
 
[[Restr:Coat of arms of the North German Confederation.svg|thumb|left|180px|Skoed-ardamez Kengevread Hanternoz Alamagn]]