Diforc'hioù etre adstummoù "Eil lizher Sant Pêr"

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(rummad resisoc'h)
D
Unan eus [[Lizheroù Katolik]] an [[Testamant Nevez]] eo '''Eil lizher Sant Pêr'''. Savet e vefe bet al lizher-mañ « goude distruj [[Jeruzalem]], marteze war-dro ar bloavezhioù [[80]], marteze un tammig diwezhatoc'h. »<ref>Eil lodenn Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 534</ref> Ouzhpennañ a ra [[Maodez Glanndour]] : « Hogen n'eus abeg pouezus ebet da gas re bell aozidigezh ar skrid, evel m'o deus faltaziet hiniennoù. »
 
=== Gant piv eoe oa bet skrivet ? ===
 
Kavet 'vez goulennoù heñvel eus a re a sav gant [[Lizher kentañ Sant Pêr]]. E digoradur d'al lizheroù katolik « La Bible de Jérusalem »<ref>La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1593</ref> e lenner ez eo kinniget al lizher evel unan a-berzh [[Sant Pêr]] : e anv a gaver er c'hinnig (1,1), menegiñ a ra e darempred gant Jezuz (1,14) ha lavarout a ra ez eo bet test da Treuzneuziadur Jezuz 1, 16-18. Ouzhpenn e kaver meneg eus ul lizher bet kaset a-raok a c'hell bezañ Kentañ Lizher Sant Pêr (3,1).
 
Bet eo bet la lizher -mañ degemeret evel kanonek adalek ar penn kentañ.
 
===Evit piv eoe oa bet skrivet ? ===
 
Peogwir e lenner (3,1) « Setu dija, va re garet, an eil lizher skrivañ deoc'h. «  e c'heller soñjal e oa bet kaset d'ar memes re hag al lizher kentañ : da ilizoù Azia-vihanañ. Lavarout a rae dezho diwall diouzh ar falsdoktored ha klask a rae stourm ouzh a o nec'hamant abalamour da zale « Deiz an Aotroù » (distro ar C'hrist e dibenn an amzer).
 
===Peseurt kelennadurezh ? ===
 
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour war ar poent-se :<ref>Eil lodenn an Testamant Nevez, Digoradur d'al lizheroù katolik, Al liamm, 197, p 433</ref>
« Abaoe adsav hor Salver emañ ar bed o vevañ maread diwezhañ e istor : gortoz a ra an Iliz « Deiz an Aotroù » a verko fin ar stad-mañ hag a zigoro amzer ar Reizhder gant « neñvoù nevez ha un douar nevez ». »
Klotañ a ra ar gelennadurezh-se hep mar gant an hini a gleved da vare an ebestel e penn kentañ ar gristeniezh.
 
====Notennoù ha daveennoù====
{{Daveoù}}
 
46 039

modifications