Eoul-maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
== Furmidigezh ==
=== Teorienn vevoniel ===
Hervez an darn vrasañ eus an douarourien eo an eoul-maen ar pezh a chom eus danvezioù organek kozh mac'het ha tommaet e-pad milionoù a vloavezhioù. Furmet e vije bet gant morlizadur kouezhet e goueled ar mor e lec'hioù hep [[oksigen]]. An [[danvez organek]], mesket gant morfont, a zo beuzet dindan kondonioù a c'houldennoù. An tommder hag ar gwask a laka anezhañ d'en em dreuzfurmiñ, da gentañ en un danvez koarek, [[kerogen]] e anv, a vez kavet e [[skilt eoulmaenek|skiltoù eoulmaenek]], ha goude, dre un argerzh anvet [[katagenez]], en [[hidrokarbon]]où. Peogwir eo skañvoc'h an hidrokarbonoù eget an dour pe ar maen e pigno alies war-du ar gorre, nemet ma vez harzet gant ur gwiskad maen dizintrus. Furmiñ a reont neuze ur [[maez eoul-maen]] a c'heller korvoiñ.
 
Komz diwar-benn ur "prenestr eoulmaenek" e ra an douarourien. Dindan ur gwrezder bennak e chomas eoul-maen [[kerogen]] tra ma'z a re uhel en em dreuzfurm e [[gaz naturel]]. D'al liesañ e vez furmet an eoul-maen 4-6 km dindan ar gorre met e gavout a c'haller kalz tostoc'h ha zoken, gwechoù 'zo, war an douar, evel evit [[traezh eoulmaenek Athabaska]]. Tri zra a zo ret evit m'en em furmfe eoul-maen : ur garregad pinvidik he danvezioù organek beuzet don a-walc'h (met pas re), ur garregad splu ma c'hell an eoul-maen en em zaspugn hag ur garregad dizintrus evit pakañ anezhañ.