Yerom Buleon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Yerom Buleon''' (Pluvergad, 12 Gwengolo 1854 - Gwened, 31 Here 1934) a oa ur beleg katolik breizhat en deus savet levrioù a zevosion ha dastumet..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ober a reas e studioù e skolaj Sant-Frañsez-Zavier e Gwened, e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened hag e kloerdi bras Gwened. Adalek 1877 e voe o kelenn e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened, hag e-touez e studierien e voe [[Frañsez-Mari Kadig]]. Person [[Begnen]] e voe adalek 1899 hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet ''Er Hlohig Begnen''. Anvet e voe da berson en iliz-veur Gwened e 1906.
 
Eus 19041905 da 1914 e voe e penn ar ''[[Revue Morbihannaise]]'', ur gelaouenn c'hallek a blede gant an istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur ''Histoér Santél''<ref>''Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar'', moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, ''Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar'' e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, ''Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar'' e 1900</ref> ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn ''[[Dihunamb]]''. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur [[Matilin Buleon]] a voe dastumer kanaouennoù ivez.
 
==Notennoù==