Lizher d'an Efezidi : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn krouet gant : " Unan eus ar pevar mizher ma lavar Paol ez eo prizoniad eo '''al lizher d'an Efezidi''' (Ef). Skrivet eo bet en hevelep mare hag al lizher d'ar Golosidi ha fiziet er me..." |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 3 Eos 2016 da 18:12
Unan eus ar pevar mizher ma lavar Paol ez eo prizoniad eo al lizher d'an Efezidi (Ef). Skrivet eo bet en hevelep mare hag al lizher d'ar Golosidi ha fiziet er memes kannad, Tic'hikoz (Kol 4, 7-8 ; Ef 6, 21-22). Kinnig a ra Maodez Glanndour o lenn a-gevret « rak en em glotaat a reont »[1]. Lizheroù Paol a zo ul lodenn eus Testamant Nevez ar Bibl.
Piv en deus skrivet al lizher ?
Lakaet eo bet en arvar gant burutellerien zo ar fed e vefe bet skrivet al lizher-mañ hag al lizher d'ar Golosidi gant Paol e-unan. Hervez « La Bible de Jérusalem »[2] live uhel ha nevezenti ar mennozhioù displeget a vir ouzh soñjal e vefe al lizher oberenn un diskibl.
Diforc'hioù stil a gaver koulskoude pa geñverier gant lizheroù all met meur a zoare en doa Paol da skrivañ ha roudoù eus stil Ef a gaver e 2 Kor (9, 8-14) pe e Rom (3, 23-26)...
N'eus nemet un diaester brasik a-walc'h : un toullad tammoù eus al lizher a seblant bezañ kemeret diouzh al lizher d'ar Golosidi en un daore dizampart.
Arabat disoñjal e voe skrivet an daou lizherd'ar memes mare, e klokaont an eil egile ha ne skrive ket an abostol e-unan e lizheroù en o fezh. Sikouret e veze gant un diskibl peurvuiañ. Perzh an diskibl a vefe bet un tamm brasoc'h evit al lizher-mañ.
Evit piv ?
Anavezout mat a rae Paol kristenien Efezoz. Bet oa bet e darempred ganto tri bloavezh-pad. Koulskoude e soñj an darn vrasañ eus ar viblourien ne oa ket kaset al lizher dezho hepken (n'eus anv degemerer ebet) met da gristenien Bro-Efezoz en he fezh pe da holl ilizoù Kornôg Azia [3] pe zoken da holl gristenien ar mare >ref> {fr} La Saintr Bible, cerf, 1961, p1487</ref>
Kelennadurezh al lizher
Setu danvez al lizher hervez Maodez Glanndour : « Amañ ivez, Paol a fell dezhañ displegañ mennad madelezhus Doue an Tad o reiñ dimp ar c'hras dre Jezuz Krist. Hemañ eo an hini diazezet gantañ da roue ar grouadelezh ha da benn an Iliz. Drezañ e fell da Zoue adunvaniñ an dud gantañ e-unan hag a re-mañ kenetrezo. Sed ar mister a ra levenez an Abostol. Hag en hevelep doare eo da bep unan da vevañ er sklerijenn-se dre en em ginnig da Zoue da brofadenn blius ha santel. »[4].
Notennoù ha daveennoù
- ↑ {br} Digoradur da lizheroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 355
- ↑ {fr}Introduction aux Epîtres de Saint Paul, La Sainte Bible, cerf,1961, p 1487
- ↑ {br}Maodez Glanndour, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1961, p 355
- ↑ {br} Digoradur da lizheeroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 355