Diplomatiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 17:
 
Ret e voe gortoz mare an dugelezh evit gwelet an diplomatiezh a Vreizh o tont da vezañ efedus. E-pad mare [[Brezel_Kant_Vloaz|Brezel ar C'hant Vloaz]] e voe implijet kalz an diplomatiezh gant Duged Breizh evit chom ar pellañ ar gwellañ diouzh ar brezel-se ha gellout kenderc'hel ar c'henwerzh gant an tuioù engouestlet.
=== Ar Stadoù bihan ===
Seul bihanoc'h ur vro seul pouezusoc'h eo dezhañ an diplomatiezh. Ur vro bihan en deus ur pouez izel da geñver an darempredoù etrevroadel. Evit bezañ bev war an dachenn etrevroadel ha difenn e wirioù paneveken kenderc'hel da vezañ e rank bezañ birvidik war tachenn an diplomatiezh.
 
Ur Stad bihan a vez suj da feur-emglevioù pe emglevioù ar stadoù brasoc'h da geñver ar surentez, an endro, an ekonomiezh... An diplomatiezh a zo an doare efedusañ hag evit lod nemetañ a benn tizhout palioù uhel, a-live etrevroadel. Setu perak e vez kreñv harp ar stadoù bihan d'an diplomatiezh ha d'al liammoù etrevroadel. Ar gudenn a chom dre ment ar vro, ar pouez etrevroadel a chomdister alies e vez ret dezho sevel ur c'hengevread gant broioù bihan all evit dont a-benn da gaout ur vouezh.
== Soft power ==
Ar [[Soft Power]], anvet a-wechoù diplomatiezh ar Galon hag ar Spered (saozneg:hearts and minds diplomacy), termenet gant [[Joseph Nye]], a zo ar fed da lakaat da ziwan ha da zioroiñ liammoù, doujañs, betek ar bam a-berzh ar vroioù all evit gounez nerzh. Ar pal hag an doare d'ober a zo sioul hag a implij dreist-holl ar sevenadur e-plas an diplomatiezh ofisiel. Dre sikour ar sonerezh, ar filmoù... e vez krouet un aergelc'h a zesach selloù mat war-zu an hini a implij ar soft power. Un doare [[propaganda]] sioul ez eo a glask krouiñ kerentiezh.
 
== Kannaded brudet ==