Diplomatiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 22:
Ur Stad bihan a vez suj da feur-emglevioù pe emglevioù ar stadoù brasoc'h da geñver ar surentez, an endro, an ekonomiezh... An diplomatiezh a zo an doare efedusañ hag evit lod nemetañ a benn tizhout palioù uhel, a-live etrevroadel. Setu perak e vez kreñv harp ar stadoù bihan d'an diplomatiezh ha d'al liammoù etrevroadel. Ar gudenn a chom dre ment ar vro, ar pouez etrevroadel a chomdister alies e vez ret dezho sevel ur c'hengevread gant broioù bihan all evit dont a-benn da gaout ur vouezh.
== Soft power ==
''* Pennad spisoc'h: [[Soft Power]]''
Ar [[Soft Power]], anvet a-wechoù diplomatiezh ar Galon hag ar Spered (saozneg:hearts and minds diplomacy), termenet gant [[Joseph Nye]], a zo ar fed da lakaat da ziwan ha da zioroiñ liammoù, doujañs, betek ar bam a-berzh ar vroioù all evit gounez nerzh. Ar pal hag an doare d'ober a zo sioul hag a implij dreist-holl ar sevenadur e-plas an diplomatiezh ofisiel. Dre sikour ar sonerezh, ar filmoù... e vez krouet un aergelc'h a zesach selloù mat war-zu an hini a implij ar soft power. Un doare [[propaganda]] sioul ez eo a glask krouiñ kerentiezh.