Rouantelezh Kent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
|Gouarnamant_type = Monarkiezh
}}
 
 
 
'''Rouantelezh Kent''' a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz a glote he zachenn tro pe dro gant [[kontelezh Kent]]. Krouet e voe war a seblant er {{Vvet kantved}} gant [[Juted]] hag unan eus ar rouantelezhioù angl-ha-saoz pouezusañ e voe betek ar {{VIvet kantved}}. Goude-se ez eas he levezon war zigresk ha goude an hanterenn gentañ ar {{VIIvet kantved}} ez eas da vezañ sujet d'e amezeien [[Wessex]] ha da c'houde [[Wessex]]. Tennañ a ra e anv eus meuriad brezhon, ar [[Cantiaci]], a oa anvet ar vro [[Ceint]] diouto war a-seblant.
 
==Savidigezh==
 
Hervez [[Nennius]] hag ar [[Kronik angl-ha-saoz|C'hronik angl-ha-saoz]] e vefe bet krouet rouantelezh Kent gant [[Hengist]] hag e vab [[Horsa]], daou goprsoudard german hag a vefe bet galvet gant [[Vortigern]] d'e skoazellañ da zifenn [[Preden]] ouzh ar [[Pikted|Bikted]]. Roet en dije Vortigern [[Enez Thanet]] dezho hag euredet e vije neuze da [[Rowena]], merc'h Hengist.
 
Linenn 32 ⟶ 29:
 
==Ar {{VIvet kantved}}==
 
Hogozik netra a anavezer diwar-benn istor Kent e-pad ar {{VIvet kantved}} met, war a seblant e oa unan eus ar rouantelezhioù pouezusañ ha pinvidikañ e [[Preden]]. E binvidigezh e tenne eus e zarempredoù gant ar [[Franked]] hag e-pad ar prantad-se e oa ar greizenn genwerzhel pennañ er vro. Kornôk ar vro, a oa e sevenadur sakson kentoc'h eget jut, a voe aloubet ha staget gant rouaned Kent er {{VIvet kantved}}, d'un ampoent n'anavezer ket. He feurheñvelder hag he sevenadur ispisial a viras ar rannvro hag un isrouantelezh e furmas alies evit hered ar gurun.
 
Linenn 59 ⟶ 55:
 
==Gwelet ivez==
*[[Roll rouaned Kent]]
 
[[Roll rouaned Kent]]
 
 
 
==Daveoù==
 
* ''[[Kronik angl-ha-saoz]]''
* Wade-Evans, A. W. 1938. ''Nennius’s History of the Britions''.
* [[K. P. Witney]], ''The Kingdom of Kent'' (1982)
* [[D. P. Kirby]], ''The Earliest English Kings'' (London: [[Unwin Hyman]], 1991), chap. 2
 
 
==Liammoù diavaez==
*[http://www.historyfiles.co.uk/KingListsBritain/EnglandKent.htm Rouantelezh Kent war an History Files]
 
[http://www.historyfiles.co.uk/KingListsBritain/EnglandKent.htm Rouantelezh Kent war an History Files]
 
 
 
[[Rummad:Rouantelezhioù angl-ha-saoz]]