Lizher da Ditoz : diforc'h etre ar stummoù

seitekvet levr an Testamant Nevez
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Unan eus tri lizher Paol lakaet e rummad al « lizheroù pastorel » gant an daou lizher da |Dimozeoz eo '''al lizher da Ditoz''' (Tit). Kavout a r..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 8 Eos 2016 da 17:42

Unan eus tri lizher Paol lakaet e rummad al « lizheroù pastorel » gant an daou lizher da |Dimozeoz eo al lizher da Ditoz (Tit). Kavout a reer anezhañ e Testamant Nevez ar Bibl.

Skrivet e vefe bet e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihan, Makedonia ha Bro-C'hres war-dro ar bloavezh 65[1] goude bezañ bet tremenet daou vloaz en toull-bac'h e Roma (61-63 hervez « La Bible de Jéruusalm » pe e 60-62 hervez Maodez Glanndour).

Titoz ha Timozeoz a oa e-touez diskibled fealañ an abostol. Titoz a zeue eus ar baganiezh.

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha kenlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a aspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù er fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh... »<ref>{br} Maodez Glandour, Digoradur da Lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 356/ref>

Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iiz e dibenn mare an ebestel « El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Prebiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […] E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet en Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houran ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion , da virout an urzh vat... »<ref>{br} Maodez Glandour, Digoradur da Lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 356/ref>

Cheñch a reas an traoù pa voe marvet an Ebestel hag o c'hannaded.


Notennoù ha daveennoù

  1. {fr} La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1488