Diforc'hioù etre adstummoù "Lizher da Ditoz"

146 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Al lizher da Ditoz''' zo anezhañ unan eus skridoù an [[Testamant Nevez]] en embannadur [[Maodez Glanndour]] e ti [[Al Liamm]] e 1971.
 
Unan eus tri lizher [[Paol Tars]] lakaet e rummad al « lizheroù pastorel » gant an daou lizher da [[Timozeoz|Dimozeoz]] eo '''al lizher da [[Titoz|Ditoz]]''' (Tit). Emañ e [[Testamant Nevez]] ar [[Bibl]].
 
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :
<blockquote>
« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha kenlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a aspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù er fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh... »<ref name="MG356">{{br}} Maodez Glandour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an [[Testamant Nevez]], [[Al Liamm]], 1971, p. 356;</ref>
</blockquote>
Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an [[Iliz katolik roman|Iliz]] e dibenn mare an ebestel : « El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Prebiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […] E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet en Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion , da virout an urzh vat... »<ref name="MG356" />
190 327

modifications