Charles George Gordon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 27:
Ar major jeneral '''Charles George Gordon''', bet ganet d'an [[28 a viz Genver]] [[1833]] hag aet da Anaon d'ar [[26 a viz Genver]] [[1885]], lesanvet '''Chinese Gordon''' (brezhoneg : Gordon ar Sinaat), '''Gordon Pacha''', ha '''Gordon eus C'hartoum''', a oa un ofiser uhel hag ur melestrour [[Bro-Saoz|saoz]] a orin [[Bro-Skos|skosat]].
 
Ar wech kentañ ma vezo engouestlet er brezel a voe e-pad [[Brezel Krimea]] evel ofisour el lu Breizhveuriatbreizhveuriat. Ar brud milourel bras a voe tapet gantañ a voe dre e obererezhioù e bro [[Sina]] lec'h ma voe lakaet da penn "al lu didrec'het " (Saozneg:"Ever Victorious Army"), un nerzh soudarded chinaat gant ofiserien a orin europaat. E fin ar bloavezhioù 1860, Gordon hag e gadourien a voe abeg da risadenn [[Emsavidigezh Taiping]], o vezañ trec'h alies war nerzhioù kalz niverusoc'h. Dre an obererezhioù milourel-se e oa bet lesanvet Charles Gordon ar "Gordon ar Chinat" resevet e voe gantañ enorioù a-berzh Impalaer China kement gant gouarnamant ha lu Bro Saoz.
 
E 1873 en em stag gant servij ar re [[Khedive]] (gant aotre gouarnamant Bro Saoz) gant an amzer e voe karget da gouarnour-penn [[Soudan]], eno e voe trec'h da emsavioù lies ha trec'h war an trafikerezh sklaved. Skuizh divi e roas e zilez hag e tistroas da Europa e 1880.
 
Un emsavadeg drastus a savas e Soudan gant e penn ur muzulman kredour hag en em ditle e unan "[[Mahdi]]", anvet e oa [[Muhammad Ahmad]]. Gordon a oa bet adkaset da C'hartoum gant an urzhioù da reiñ surentezh da terc'hadeg ar siviled ha d'ar soudarded leal ha da vont ganto. Goude bezañ sikouret 2500 trevour Breizhveuriatbreizhveuriat, ne sentas ket d'an urzhioù, derc'hel a reas gantañ ur strolladig soudarded hag harperien nann soudarded gantañ ha chom e kêr.
 
A-raok an emgann, Gordon ha [[Muhammad Ahmad]] a eskemmas lizhiri, pep hini o klask gounit egile d'e feiz ; hini ebet anezho ne gemmas e selloù avat. Sezizet gant nerzhioù ar Mahdi, Gordon a lakaas e plas un difenn dre ar gêr a-bezh e-pad ur bloaz. Pobl Breizh-Veur a oa fromet ha bamet gant kement-se met ket ar gouarnamant Saoz a gave gwell e vefe bet terc'het. Dre pouez ar boblañs hag ar strolladoù enep-sklavelezh e voe rediet gant diegi ar gouarnamant da gas un nerzh milourel sikour. Erruout a reas an nerzh-kas daou devezh goude kouezhadenn ar gêr ha ma vefe bet lazhet Charles Gordon.