Tu-kleiz (politikerezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Jean Jaurès 1913.png|thumb|upright|left|Prezegenn Jaurès er Pré-Saint-Gervais (25 Mae 1913)]]
An '''tu-kleiz''' zo ur meizad politikel istorel. Hiriv pa gomzer eus tu-kleiz politikel e reer anv eus ur familh bolitikel ledan, hag a vod an holl [[Strollad politikel|strolladoù]] ha tudennoù a lavar stourm evit ur bed reishoc'h, a-enep an dizingalded etre an dud, hag evit o frankiz hiniennel. Peurliesañ e vez difennet gant an tu-kleiz an [[demokratelezh]], al [[laikelezh]], ar [[servij foran|servijoù foran]], ar [[Sindikad|sindikadoù]], ar reolennoù a zifenn al labourerien hag ar sikourioù roet d'ar re baour. Met strolladoù zo eus an tu-kleiz pellañ n'inteo ket tomm o c'halon ouzh an demokratelezh ; ha strolladoù zo eus an tu-kleiz-kreiz a zo tost o mennozhioù da re ar [[Frankizouriezh|frankizourien]] war an dachenn ekonomikel.
 
Diforc'hioù bras spontus zo bet, hag a zo c'hoazh, en tu-kleiz neuze. Etre ar [[Komunouriezh|gomunourien]], ar [[Sokialouriezh|sokialourien]], ar [[sokial-demokratouriezh|sokial-demokratourien]], an [[Anarkouriezh|anarkourien]], ar [[frankizelouriezh|frankizelourien]] pe c'hoazh al lodenn eus an [[Ekologiezh politikel|ekologourien]], an [[emrenouriezh|emrenourien]] hag an [[dizalc'houriezh|dizalc'hourien]] a soñj emañ o flas en tu-kleiz, e c'hall bezañ diposubl en em glevout ken disheñvel eo o raktresoù politikel. En broioù bet komunour eo bet harzet ha drouklazhet a-wechoù stourmerien eus strolladoù politikel eus an tu-kleiz ha ne oant ket komunour (hag ar c'hontrol a zo gwir ivez).