Lizher kentañ d'an Desalonikidi : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn krouet gant : "« Eus al lizheroù bet skrivet gant Sant Paol ha deuet betek ennomp eo al lizheroù d'an Desalonikidi a vefe ar re goshañ<ref> {br}Maodez Glanndour, Digoradur da lizher..." |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 24 Eos 2016 da 17:27
« Eus al lizheroù bet skrivet gant Sant Paol ha deuet betek ennomp eo al lizheroù d'an Desalonikidi a vefe ar re goshañ[1]. Testenn goshañ an Testamant Nevez eta.
Skrivet e vefe bet an hini kentañ e Korintoz e dibenn 50 KJK pe e penn kentañ 51.[2]
Piv en deus skrivet al lizher-mañ
Menegiñ a ra Paol Silaz ha Timozeoz, e skoazellerien, e penn kentañ al lizher met n'eus den evit lakaat en arvar e voe krivet an destenn gant Paol Tars.
Pegoulz, pelec'h hag evit piv e voe skrivet al lizher
Avielet oa bet tud Tesalonike gant Paol e-kerzh e eil beaj (Oberoù 17, 1-10) en hañv 50. Rediet e voe Paol da guitaat ar gêr evit Berea, Aten ha Korintoz. Skrivañ a reas al lizher er gêr-mañ moarvat e-kerzh ar goañv 50-51 goude bezañ klevet keleier mat a-zivout an Desalonikidi bet degaset dezhañ gant Timozeoz. [3]
« Tesalonike, pozh-mor asur-meurbet, a oa d'ar c'houlz-se kêr-benn Makedonia,[...] a oa neuze poblet-stank gant tud deuet a bep tu, en o zouez un drevadenn niverus a-walc'h a Yuzevion. »[4].
Skrivañ a ra Maodez Glanndour : « Paol a glaskas meur a wech distreiñ da Desalonike, met hep gellout dont a-benn, ha setu perak en devoa kaset en-dro Timozeoz betek du-hont. Diwar ar c'heloù degaset dezhañ gant an diskibl e skriv neuze Paol e lizher kentañ d'ar gumuniezh yaouank, moarvat e-pad m'emañ e Korintoz, war-dro 51-52. »[5]
Danvez al lizher
Kavout a reer komzoù leun a garantez hag a fiziañs e-keñver tud Tesalonike el lizher (1 Tes 1-3) : « Bennozhioù dizehan a lavaromp da Zoue en abeg deoc'h-c'hwi holl, oc'h ober meneg ac'hanoc'h en hor pedennoù, o kaout soñj bepred eus oberiantiz ho feiz, eus labour ho karantez, eus dalc'husted hoc'h esperañs en hon Aotroù Jezuz Krist; dirak Doue hon Tad ; » (1 Tes 1, 2-3).[6]
Goude e kaver « gourc'hemennoù a vuhez kristen » (1 Tes 4, 1-12 ; 5, 12-28) ha respontoù a-zivout « ar re varo hag ar re vev da zeiz Donedigezh an Aotroù » (1 Tes 4, 13 ; 5, 11) [7]
Notennoù ha daveennoù
- ↑ {br}Maodez Glanndour, Digoradur da lizheroù Sant Paol, Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 351
- ↑ {fr} La sainte Bible, cerf, 1961, Introductions aux Epîtres de Saint Paul, p 1483 ha La Bible traduite par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, p 2296
- ↑ {fr} La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1483
- ↑ {br} Maodez Glanndour, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 351
- ↑ Alies e kaver un diforc'h ur bloavezh etre ar pezh a ginnig Maodez Glanndour hag ar pezh a gaver en oberennoù all...
- ↑ {br} Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 471
- ↑ {fr} La Sainte Bible, Introduction aux Epîtres de Saint Paul, cerf, 1961, p 1483 ha {br} (evit an arroudennoù) Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 474-477