An Here : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Krouet eo bet an [[ti-embann]] '''An Here''' e [[1983]] hag aet eo da [[freuz-stal]] e diwezh [[2005]]. Savet e oa bet gant [[Martial Menard]] hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e [[Skol Diwan Kemper]] a oa staliet e [[Ploveilh]] d'ar mare-se). <!-- Ganet e [[Pariz]] (met tud breizhat en doa), stummet eo bet evel [[keginerezh|keginer]] a-raok mont da Vreizh pa oa war e ugent. Goude bezañ bet toull-bac'het diwar damall kemer perzh e oberezhioù ar [[FLB]], e oe lezet da vont en 1981 hag e talc'has da zeskiñ brezhoneg ar bobl e Ploveilh koulz hag hini al lennegezh. --> Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar [[krennard|grennarded]] levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel. E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhoneg. Ur stumm skeudennaet a oe embannet en 1995 ([[Geriadur brezhoneg 1995|Geriadur brezhoneg]]) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e [[2001]] ([[Geriadur Brezhoneg an Here|Geriadur brezhoneg an Here]]).<br/>
An ti-embann a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhoneg evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.