Diforc'hioù etre adstummoù "Lizher d'ar Goloseidi"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
==Piv en devoa skrivet al lizher-mañ==
Lakaet e oa bet en arvar, e-kerzh an {{XIXvet kantved}}, ar fed e vije bet skrivet al lizher gant Paol evel ma oa bet evit [[al lizher d'an Efezidi]]. Bremañ ez eo ali an darn vrasañ eus ar viblourien evit lavarout e kaver ennañ preder Paol sikouret evit e skrivañ gant ur sekretour evel kustum. Roll ar skekretoursekretour a vefe bet un tamm brasoc'h amañ<ref>{{fr}} La Sainte Bible, cerfCerf, 1961, p 1487 ha La Bible, troidigezh André ChoraquiChouraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p 2289.</ref>.
 
==Pegoulz ha pelec'h e voe skrivet al lizher==
Toullbac'het e Roma e oa Paol pa skrivas al lizher-mañ hervez an [[istorour]]ien. Skrivet e voe etre 61 ha 63 eta hervez La Bible de Jérusalem hag André Chouraqui pe etre 60 ha 62 hervez Maodez Glanndour<ref>{{br}} Maodez GlandourGlanndour, digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez,[[Al Liamm]], 1971, p 354.</ref>.
 
==Evit piv e oa bet skrivet ? Peseurt kelennadurezh ?==
N'en doa ket avielet Paol ar Goloseidi e-unan war-eeun. Degaset e oa bet keleier nec'hus gant [[Epafraz]], e gannad apostolek, ha kerkent e skrivas ul lizher da gristenien [[Kolosae|Golosae]] dre hanterouriezh [[Tic'hikoz]]<ref>{{fr}} La Sainte Bible, cerfCerf, 1961, introduction aux épîtres de saint Paul, p 1487.</ref>.
 
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout danvez al lizher : « Amañ ivez, gant al lizher d'ar Golosidi, e kavomp an hevelep doare da sellout ouzh mister ar C'hrist, Mab Doue ganet a holl viskoazh o tont da salver ha mestr an hollved, Aeled ha tud. MoravatMoarvat en e lizheroù kentañ en deus komzet Paol eus purbadelezhpeurbadelezh doueel ar C'hrist (I Kor. '''8''', 6 ; II Kor. '''4''', 4 ; '''8''', 9 ; Gal. '''4''', 4 ; Rom. '''8''', 3), met biskozah n'en devoa displeget e venozioù en un doare ken hir ha ken splann. »<ref>{{br}} Maodez GmanndourGlanndour, digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, 1971, Al Liamm, p 355.</ref>.
 
==Notennoù ha daveennoù==
1 776

modifications