August Schleicher : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|framed|August Schleicher '''August Schleicher''' (19 a viz C'hwevrer 1821 e Meiningen - 6 a viz Kerzu [..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:August Schleicher 1869 Kriehuber.jpg|thumb|framed|August Schleicher]]
'''August Schleicher''' ([[19 a viz C'hwevrer]] [[1821]] e [[Meiningen]] - [[6 a viz Kerzu]] [[1868]] e [[Jena]]) a oa ur [[yezhoniour]] [[Alamagn|alaman]]. Gantañ e voe diazezet un ''"hentenn geñveriañ''" evit termeniñ kerentiezh ar yezhoù hag asambles gant [[Franz Bopp]] e roas lañs d'ar yezhoniezh [[Yezhoù indezeuropek|indezeuropek]]. Evit diskouez petra a c'hallje bezañ bet ar [[Indezeuropeg|c'hentindezeuropeg]], e savas un tamm fablenn, anvet ''Avis akvāsas ka'' ("An dañvad hag ar c'hezeg"), gant gerioù adsavet gantañ diwar geñveriañ stummoù kozh ar yezhoù indezeuropek anavezet.
 
Studier e voe e skol-veur Bonn ha kelenn a reas e skol-veur Praha hag e hini Jena. Studiañ a reas ar gerentiezh etre yezhoù Europa hag e 1850 e embannas ur studiadenn anvet ''Die Sprachen Europas in systematischer Übersicht''. Evitañ e oa eus ar yezhoù traoù bev, hag a c’halle bezañ deskrivet evel ar bevien, hervez teorienn emdroadur [[Charles Darwin|Darwin]], ha renket e familhoù evel er vevoniezh. Dedennet e oa bet Schleicher gant ar mennozhioù a oa bet embannet gant Darwin e-barzh ''On the origin of species'' (“Diwar-benn orin ar spesadoù”) evit displegañ e oa deuet ar spesadoù loened da vezañ diseurtoc'h-diseurtañ, tamm-ha-tamm. Evit Schleicher e oa heñvel an traoù gant ar yezhoù : e 1853 e savas ur « wezenn-familh » da ziskouez kerentiezh ar yezhoù indezeuropek (abeg a gaver en e zielfennadur bremañ, met war boentoù zo hepken). En e ''Compendium der vergleichenden Grammatik der indogermanischen Sprachen'' (“krennadur eus yezhadur keñveriet ar yezhoù indezeuropek”), e bennoberenn, e klaskas adsevel ar c'hentyezh indezeuropek ha sevel a reas ur fablenn verr, "An dañvad hag ar c'hezeg", er c'hentyezh-se.<ref>Embannet evel ''"Ein Fabel in indogermanischer Ursprache"'', e-barzh ''Beiträge zur vergleichende Sprachforschung'', 1868, n° 5, p. 206-208</ref>