Eil lizher d'an Desalonikidi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Hervez ar [[Bibl|viblourien]], a-douez al lizheroù bet skrivet gant [[Paol Tars|Sant Paol]] ha deuet betek ennomp eo al lizheroù d'an Desalonikidi a vefe ar re goshañ<ref name="MG351">{{br}} Maodez Glanndour, Digoradur da lizheroù Sant Paol, Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, [[Al Liamm]], 1971, p. 351</ref>. Testennoù koshañ an [[Testamant Nevez]] int eta.
 
Skrivet e vefe bet an hini kentañ e [[KorintozKorinthos]] e dibenn 50 KJK pe e penn kentañ 51 hag an eil un nebeud mizvezhioù goude, e KorintozKorinthos ivez.<ref name="SB1483">{{fr}} ''La sainte Bible'', Cerf, 1961, ''Introduction aux Epîtres de Saint Paul'', p. 1483</ref><ref name="BAC">{{fr}} ''La Bible traduite par André Chouraqui'', Desclée de Brouwer, 1989, p. 2296</ref>.
 
==An aozer==
Linenn 7:
 
==Ar c'henarroud==
Avielet oa bet tud [[Thessaloniki]] gant Paol e-kerzh e eil beaj (Oberoù '''17''', 1-10) en hañv 50. Rediet e voe Paol da guitaat ar gêr evit Berea, [[Aten]] ha KorintozKorinthos.
 
<blockquote>« [[Thessaloniki|Tesalonike]], pozhporzh-mor asur-meurbet, a oa d'ar c'houlz-se kêr-benn [[Makedonia]],[...] a oa neuze poblet-stank gant tud deuet a bep tu, en o zouez un drevadenn niverus a-walc'h a Yuzevion. » <ref name="MG351" /></blockquote>
 
Hervez Maodez Glanndour e klaskas Paol a meur a wech distreiñ da Desalonike, met hep gellout dont a-benn, ha setu perak en devoa kaset en-dro Timozeoz betek du-hont. Diwar ar c'heloù degaset dezhañ gant an diskibl e skriv neuze Paol e lizher kentañ d'ar gumuniezh yaouank, moarvat e-pad m'emañ e KorintozKorinthos. Al lizher-mañ a vefe bet skrivet un nebeud mizvezhioù war-lerc'h e 51 e KorintozKorinthos ivez. <ref name="SB1483" /><ref name="BAC" />.
 
==Danvez al lizher==
War a seblant ez eus un tamm dizurzh e diabarzh ar gumuniezh gant ar re ne fell ket dezho labourat abalamour da zistro [[Jezuz Nazaret|ar C'hrist]] hag an heskinerezh o kregiñ. Fellout a ra da Baol resisaat e soñj a-zivout [[ParouriezhParousiezh]] ar C'hrist eta.
 
Setu soñj [[Maodez Glanndour]] :