Visant Fave : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Liamm nevez
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Visant Fave''', e galleg ''Vincent Favé'', bet ganet d'an [[20 a viz C'hwevrer]] [[1902]] en [[Kleder]] ([[Penn-ar-Bed]], [[Breizh]]) hag aet da Anaon d'an [[18 a viz Ebrel]] [[1997]] e [[Kastell-Paol]] (Penn-ar-Bed), a oa un den-a-iliz hag ur skrivagner [[brezhonek]].
 
Beleget d’an 22 a viz Gouere 1925. Kure e [[Skaer]] ha goude-ze aluzener Y.K.A.M. (Yaouankizoù kristen ar maezioù, pe « J.A.C.») e [[1935]]. Chaloni a enor e voe e [[1939]], hag aluzenner-meur ar [[Bleun-Brug]] e [[1944]]<ref>Diwar-benn ar chaloni Visant Fave hag ar Bleun-Brug, gwelit [[Marc Simon]], ''Bleun-Brug : expression d'un idéal breton. Pages d'histoire'', Association Abati Landevenneg, 1998, p. 61, 66, 71, 77, 80, ha 81.</ref>.
 
Person-kanton [[Lesneven]] e [[1947]], ha goude-se person-arc'hbeleg [[Kastell-Paol]] e [[1947]]. Vikel-vras e [[1956]], hag eskob skoazeller [[Eskopti Kemper ha Leon]] adalek [[1957]].