Brittia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{{Stumm an titl|''Brittia''}} '''''Brittia''''' a oa ur gelaouenn lennegel divyezhek, e brezhoneg hag e galleg, savet e 1912 gant Iwan an Diberder (1887-1959). Don..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''''Brittia''''' a oa ur gelaouenn lennegel divyezhek, e brezhoneg hag e galleg, savet e [[1912]] gant [[Iwan an Diberder]] (1887-1959).
 
Dont a reas er-maez, bep miz, eus Gwengolo 1912 betek Mae 1913, hag adarre e nevez-amzer 1914 e-pad un nebeud mizioù. En-dro d'an Diberder e oa tud evel [[Yann-Bêr Kalloc'h]], kont Lantivi-Tredion, ha kenlabourerien all c'hoazh evel [[Meven Mordiern]], [[Francis Gourvil]], [[Pier Laorañs]], [[Henri Gaidoz]], [[Yann Mari Ewan Heneu|Yann-Vari Heneu]]... Un den gouiziek ha barrek e oa an Diberder, met un den taer e oa ha broc'hañ a reas buan a-walc'h gant ur bern tud, hag int bet o kenlabourat gant ar gelaouenn a-wechoù, evel [[Loeiz Herrieu]], [[Frañsez Jaffrennou]], [[Frañsez Vallée]] ha koulz lavaret kement den a oa oberiant war dachenn ar brezhoneg en amzer-hont.
 
E-kichen pennadoù politikel taer e veze embannet e-barzh ''Brittia'' pennadoù ha studiadennoù lennegel, gant testennoù diwar danvez ar broioù keltiek tramor : barzhonegoù gant Bleimor, ''"Deirdriu pe harlu mibion Uneh"'' pe ''"Imran Mael Duin"'', skridoù iwerzhonek kozh lakaet e brezhoneg Gwened...