Agence Bretagne Presse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Liammoù diavez, Agence Bretagne Presse: Mise à jour des liens suite à passage du site ABP en .bzh
D Munudoù
Linenn 1:
An '''ABP''' pe '''L'Agence Bretagne Presse''' zo un aozadur kelaouiñ diwar-benn [[Breizh]] hag a ya en-dro e [[galleg]], [[brezhoneg]], galoeg ha [[saozneg]], ha dezhañ stumm ul [[lec'hienn Internet]]. Savet e oa bet e miz Here [[2003]] gant [[Philippe Argouarch]], un ijinour war an [[urzhiataerezh]], ganet e [[1950]] er [[Les Sables-d'Olonne|Sables-d'Olonne]].
Diwar skouer an ABP eo bet krouet, e miz Here [[2009]], al lec'hienn ''[[Vendée News]]'' gant [[Guy-André Coquet]].
 
Linenn 5:
Pa oa Philippe Argouarch o labourat e [[Kalifornia]] en doa meret lec'hienn Kevredigezh Breizhiz Kalifornia en doa krouet e [[2000]]. Pa reseve kemennadennoù war ar brizonidi vreizhat en doa savet ur [[rubrikenn]], dezhi an [[talbenn]] "Agence Bretagne Presse", a reas berzh bras. Ur wech deuet da Vreizh en-dro e [[2001]] e talc'has Philippe Argouac'h da adsevel ul lec'hienn dindan an anv-se. Miret en deus [[geriadur Favereau]] enlinenn ha [[renabl]] al lec'hiennoù breizhat.
E 2008 e voe krouet ouzhpenn d'an ABP, ur stumm nevez evit kelaouiñ, an ABP-TV. Er memes bloavezh e vo kudennoù arc'hant gant ABP, dre-se e voe aozet ur ''webothon'' evit dastum arc'hant, bep bloaz e vez aozet un abadenn eus ar seurt.<br/>
En derou, an ABP a oa ur gevredigezh 1901, met aet eo da frezufreuz-stal. Hiriv e chom P. Argouarch perc'henn an domani hag ar servijourien, met eilet eo an ABP gant ar gevredigezh, ABPMM (ABP multimédias). Ur seurt kuzul an dud fur a zo bet krouet en 2012 gant un nebeut kazetennerien pe dud bet kazetennerien.
 
==Danvez==
Linenn 14:
 
==Mont en-dro==
N'eus [[gopr]]ad ebet ha Philippe Argouarch a ra war-dro ar [[servijer]] e-unan e-pad 6 eurvezh bemdez na d'anr skridaozerien. An herberc'hiañ ne ya ket ouzhpenn 400 euro ar bloaz.
6 den o deus kinniget bezañ anavezet evel kenskridaozerien e Breizh ha pelloc'h ha kas a reont [[keloù|keleier]] evit netra. Ouzhpenn-se ez eus tost da 1 000 den enskrivet evel [[mouezh]] o [[aozadur]]ioù. Kemennadennoù a bep seurt a vez lakaet enlinenn ha kaset e vezont gant [[strollegezh]]ioù, [[kevredigezh]]ioù ha [[strollad politikel|strolladoù politikel]], lies-tre o mennozhioù.<br>