Job an Irien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
reizhañ liammoù diabarzh
deiziadoù, liammoù, rummadoù
Linenn 3:
 
==Bugaleaj ha yaouankiz==
Ganet eo bet Job an Irien e [[Bodiliz]] ed'an [[15 a viz Here]] [[1937]] en un endro brezhonek. Darempredet en deus [[Skaouted Bleimor|skouted Bleimor]] en e yaouankiz. Beleget e voe ed'an [[29 a viz Mezheven]] [[1962]].
 
==Oberennoù==
Skrivañ a ra e-barzh ''[[Ya !]]'', ''"[[Le Progrès de Cornouaille]]"'', ''"[[Le Courrier du Léon]]"''. Embann a ra kronikennoù bep sizhun. Betek [[1982]] en doa skrivet kalz er ''[[Bleun Brug]]'', aet da get. Klevout a reer anezhañ er skingomz "[[RCF Rivages]]" ivez, evit pedennoù ha pennadoù komz. Aozañ a ra [[pirc'hirin]]adennoù gant brezhonegerien yaouank. Oberiant-kenañ eo war dachenn ar sonerezh ivez: torkadoù kantikoù ha kantadoù e-leizh en deus embannet en e oberennoù evit an holl (''Ar Marh-dall, War warh ar mor)'', hag evit ar vugale ''(Klask a ran, Dremm an AotroùAotrou...)''. Testennoù sakr e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg a vez embannet kalz gantañ ivez (gwelet [[Ti embann Minihi Levenez|ti-embann Minihi Levenez]]). Prezidant ar gevredigezh [[Minihi Levenez]] eo.
Reiñ a ra Job an Irien kentelioù katekiz e skolajoù [[Diwan]] Penn-ar-Bed hag e lise [[Diwan]].
 
Ober a ra gant ar skritur anvet [[falc'hunegskolveurieg]].
 
Eus 1962 betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc’h embann ingal e ''[[Kaieroù ar Bleun Brug]]'', kanaouennoù (dastumad eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e brezhoneg ''Hag e paro an heol'' gant [[Michel Scouarnec]] ha [[René Abjean]]) ha kanadegoù (''[[Ar Marh Dall]]'', "''[[War varh d’ar mor]]"'' gant René Abjean ha lazoù-kanañ Penn ar Bed).
 
Dre youl an Eskop Barbu e voe krouet e 1984 ar greizenn [[Minihi-Levenez]], lec’h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus al lec’h-mañ, a gendalc’h da skrivañ o reiñ un ton muioc’h relijiel d’e oberenn : "Kantikoù evit ar vugale", "Klask a ran" ha "Dremm an Aotrou", kanadeg "Kan evid ar peoc’h", ha da c’houde, "War heñchou ar bed" gant [[Christian Desbordes]] hag adarre lazoù-kanañ [[Penn-ar-Bed]]. E 2000 e krou "Kalon ar bed" gant Christian Desbordes ha [[René Abjean]] en iliz-veur [[Kemper]] hag e kendalc’h war un dro da skrivañ kantikoù.
 
Diouzh un tu all, adalek 1990, e ro lañs d’un ti-embann divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e brezhoneg pen-da-benn) gant kenlabour [[Bernard Tanguy]], [[Yves-Pascal Castel]], [[Fañch Morvannou]], Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Lakaat a ra ar gelaouenn "''Minihi-Levenez"'' da zont er-maez en un doare reoliek hag e skriv ingal er gazetenn sizhuniek ''Le Courrier du Léon'' – ''Le Progrès de Cornouaille'' ha nevesoc’h er gazetenn ''Ya!''. Kement-se hep derc’hel kont eus an aozañ pic’hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.
 
==Enorioù==
Linenn 29:
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Beleien Breizh]]
[[Rummad:Bleun-Brug]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1937]]