Pêr Yann Nedeleg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn
+liamm
Linenn 23:
'''Pêr Yann Nedeleg''', ganet e [[Ploneour-Lanwern]] d'an [[28 Meurzh|28 a viz Meurzh]] [[1911]], marvet e [[Kemper]] d'ar [[1añ Mezheven|1añ a viz Mezheven]] [[1971]], a oa ur [[beleg]] en deus bet skrivet brezhoneg ha kelennet ar yezh-se e kloerdi Kemper, Bloaz goude bezañ beleget e voe anvet da gelenner e kloerdi bras Kemper hag eno e kelennas istor ha brezhoneg d'ar gloareged yaouank. Mignon e voe Pêr Yann Nedeleg gant [[Maodez Glanndour]], en doa anavezet e [[Roma]], ha ganto o-daou e voe krouet ar gelaouenn vrezhonek kristen ''[[Studi hag Ober]]''. War urzh an eskob e rankas an aotrou Nedeleg paouez da vezañ rener ar gelaouenn e 1941.
 
Gant an aotrou Nedeleg e voe lakaet embann e 1941 ''Leor nevez kantikou brezoneg'' an eskopti, ennañ kantikoù kempennet gantañ. Gant danvez e gentelioù brezhoneg er c'hloerdi e savas ur ''Yezadur ar brezoneg'' a voe echuet gantañ e 1943, met na voe ket embannet e stumm ul levr.

Etre 1969 ha 1971 ez embannas meur a gaier eus ''[[Kenvreuriez ar Brezoneg]]'' evit reiñ skridoù brezhonek da veleien eskopti Kemper. Troet e oa an aotrou Nedeleg gant an istor ivez hag e penn ar ''Société Archéologique du Finistère'' e voe etre 1965 ha 1969.