Hugues de Payns : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn...
Astenn...
Linenn 6:
N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn lec'h ganedigezh '''Hugues II de Payns''' ha ne c'haller nemet goulakaat e oa bet ganet e-tro [[1070]]-[[1080|80]]. Mab e oa d'an Aotrou Hugues de Payns ha d'ur vaouez hag a zo chomet dianav hec'h anv ; ur mab all en devoe ar c'houblad, Acheus e anv.
 
D'ar [[27 a viz Du]] [[1095]], da-geñver sened-iliz [[Clermont-Ferrand|Clermont]], e voe roet lañs d'ar [[Kentañ Kroaziadeg|C'hentañ Kroaziadeg]] gant ar Pab [[Urban II]] (e-tro [[1042]]-[[1099]]) evit ma vije dieubet an hent da [[Jeruzalem]] bet stanket d'ar birc'hirined gristen gant an Durked. Ne gemeras ket perzh '''Hugues II de Payns''' er [[Kroaziadegoù|groaziadeg]]-mañ a voe peurachuet gant dibenn Seziz Jeruzalem d'ar [[15 a viz Gouere]] 1099. Ne voe nemet e [[1104]] ma ambrougas e bennaotrou Hugues Ier de Champagne d'an [[Douar Santel]] ma chomas e-pad tri bloaz a-raok distreiñ d'e di e [[1107]]. Eurediñ a reas da Elisabeth de Chappes e [[1108]] en devoe pevar bugel (Gibuin, Isabelle, Herbert ha Thibaud) ganti.<br>
 
==En Douar Santel da vat==
Pan eas e wreg da Anaon e [[1113]] pe [[1114|14]] e reas e vennozh mont d'an Douar Santel adarre ha d'ober e annez eno. A-gevret gant [[Godefroy de Saint-Omer]] e savas an Tour de Destroit, etre [[Haifa]] ha Césarée, da zifenn ha da wareziñ ar birc'hirined a oa gant o hent war-du Jeruzalem. Goude bezañ krouet Urzh Marc'heien Baour ar C'hrist gante e [[1118]] e fizias Baudouin II, roue Jeruzalem ar c'houlz, enne ul lodenn eus e balez a veze graet Templ Salomon anezhi. Anvet e voe an urzh nevez Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon diwar neuze, Geoffroy Bisol, André de Montbard, Payen de Montdidier, Archambault de Saint-Amand, Godefroy, Gondemare ha Roral anv ar varc'heien all.<br>
[...].
 
==Levrlennadur==
* Jacques Dubourg, ''Les Templiers dans le Sud-Ouest'', Éditions Sud Ouest, 2001.
 
==Notennoù ha daveennoù==