Bleun-Brug : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
E-touez an dud oberiant er Bleun-Brug ha na oant ket beleien e c’haller menegiñ [[Loeiz Dujardin]], [[Erwan ar Moal]], [[Raymond Delaporte]].
 
=== Goude ar brezel ===
* ''Pennad pennañ'' : {{br}} ''[[Les Cahiers du Bleun-Brug]]''
 
E [[1948]] e voe adsavet ar ''Bleun-Brug'' gant tud [[Hervé Budes de Guébriant]], [[Herri Caouissin]] pe [[Yann ar Minor]]. E kendalc’h [[Kastell-Paol]], e [[1950]], e voe embannet e vije adsavet [[abati Landevenneg]], unan eus manatioù koshañ Breizh. E dibenn ar [[bloavezhioù 1950]] ez emdroas tamm-ha-tamm ar Bleun-Brug, d’en em zigeriñ muioc’h war ar c’hudennoù sokial hag armerzhel. Tud all a voe e penn ar Bleun-Brug en amzer-se, evel [[Gab ar Moal]] pe an amiral [[Max Douguet]], skoazellet gant [[Visant Seite]] pe [[Bernard de Parades]]. Derc’hel a reas ar gevredigezh gant he labour evit "''adsav kristen Breizh''" : kendalc’hioù, kentelioù brezhoneg, konkourioù evit bugale ar skolioù, skol-veur hañv… Er bloavezhioù 1950 ez eas da sevel [[Emgleo Breiz]], a-gevret gant kevredigezhioù all evel [[Ar Falz]], o doa dibabet ober gant an doare-skrivañ [[skolveurieg|skolveuriek]].
Linenn 20 ⟶ 21:
Goude [[1968]] e voe un doare troc’h er gevredigezh etre an izili yaouankañ hag ar re goshañ. Ar re goshañ, gant ar chaloni Mevelleg, en em vodas en-dro d’ar gelaouenn ''Bleun-Brug war Feiz ha Breiz'', tra ma veze embannet ''Les Cahiers du Bleun-Brug'' gant ar rummad nevez ([[Yann-Bêr Thomin]], [[Job an Irien]], Charlez an Dreau). An div gelaouenn zo aet da get bremañ hag ar gevredigezh n’eo ket oberiant ken, met n’eo ket bet divodet, abalamour da ziwall na vefe implijet an anv gant tud all.
 
=== Gouelioù ar Bleun-Brug ===
Amañ e vefe mat sevel roll ar gouelioù-se.
*1905, [[Sant-Nouga]], [[Kastell Keryann]]