Kameroun : diforc'h etre ar stummoù

203 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(+ skeudennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Trevadennet e oa bet Kameroun gant an [[Alamagn|Alamaned]] en {{XIXvet kantved}}. Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e voe fiziet an darn vrasañ eus an [[Impalaeriezh trevadennel Alamagn|drevadenn alaman]] e [[Impalaeriezh trevadennel Frañs|Bro-C'hall]] hag ul lodenn vihanoc’h, er gwalarn, er [[Impalaeriezh Breizh-Veur|Rouantelezh Unanet]]. E [[1961]] e voe embannet dizalc’hiezh Kameroun, ganet diwar unvaniezh Kameroun c’hall hag al lodenn su eus Kameroun saoz. ''Republik Kevreadel Kameroun'' krouet evel-se a voe treuzfurmet en ur ''Republik Unvan'' e [[1972]]. Abaoe [[1984]] ez eo ''Republik Kameroun'', hepmuiken, anv ar stad (''République du Cameroun'' e galleg ha ''Republic of Cameroon'' e saozneg), ha div yezh ofisiel zo ganti, ar galleg hag ar saozneg, yezhoù an drevadennerien gent. Ur vro sioul ha stabil a-walc’h eo Kameroun ha diorroet eo al labour-douar hag an hentoù, kenkoulz ha greanterezh an [[tireoul]]. El lodenn eus ar vro a oa bet e dalc’h Breizh-Veur ez eus un emsav a stourm ouzh ar stad kreiz avat.
 
==An anv==
Ar moraer portugalat [[Fernão do Pó]] erruet en aber ar stêr Wouri e 1472 a anvas anezhi "rio dos Camarões", stêr ar chevr'', abalamour d'ar bernioù bras a Lepidophthalmus turneranus .
 
==Skeudennoù==
Implijer dizanv