Youenn Olier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
→‎Breizh hag an Iliz: vioù koukoug reizhet
Linenn 30:
==Bugaleaj ha oad-krenn==
 
E [[Gwaien]] eo e voe ganet en ur familh a vrezhonegerion, hogen ne chomas ket pell er gêr-se pa 'z eas kuit e dad da c'hounit bara e [[Cambrai]] evel skluzer ; ar vicher-se a oa miret d'an dud a oa bet soudarded. Chomet e oa tad Youenn Olier c'hwezek vloaz e lu Bro-C'Hallhall. Desavet e voe e [[Pikardi]] neuze, ha daoust d'e gerent da vout brezhonegerion o-daou e voe-eñ desavet e galleg. Hogen, dezhañ da zistreiñ a-vareadoù da Waien, da vare ar vakañsoù dreist-holl. Eno e oa chomet bev unan eus e dadoù-kozh ha ne zeue nemet brezhoneg gantañ.
 
Gant e [[familh]] e tistroas da [[Breizh|Vreizh]] en-dro. E [[1937]] emedont o chom e [[Roazhon]] hag e teuas e dad da vout skluzer e [[Sant-Jermen-an-Il]] eus 1937 da 1942. Youenn Olier a reas e studi e lise Sant-Varzhin Roazhon, kent mont war ar studioù lennegel klasel. Hervez e levr ''Eñvorennoù'' e oa Youenn Olier tomm ouzh al lennegezh c'hallek ha lenn a rae ingal romantoù Bourget, Mauriac, Maurois ha skrivagnerion gatolik arall dreist-holl <ref>Gw. ''Eñvorennoù'' III, 1968, pajennoù 6-7</ref>. E-ser bout studier war al lizhiri klasel e Skol-Veur Roazhon e heulie kentelioù brezhoneg ha kembraeg kaset da benn gant [[Pêr ar Rouz]] <ref>Gw. ''Eñvorennoù'' IV-V, 1968, pajennoù 26 ha 29</ref>. Er bloavezh 1944 e voe trec'h war an aotreegezh war ar galleg, al latin hag an hen-gresianeg, goude bout bet e ziplom war ar c'heltieg adal 1943.
Linenn 60:
A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel : [[skridvarnerezh]], [[politikerezh]], kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a [[skiant-faltazi]] awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù, [[c'hoariva]], troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966.
 
Adalek [[1939]] e krogas da skrivañ e zeizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus an Istor, koulz e istor personel met ivez istor eil hanterenn an [[XXvet kantved]] e Breizh hag er bed-holl hag hini an [[Emsav]] e-unan. Hogen chom a reas an oberenn-se dizembanndiembann betek ar bloavezhioù dek-ha-pevar-ugent.
 
==Oberennoù kentañ==
Linenn 72:
Goude disparti Yann ar Gall e teuas pennadoù Youenn Olier da vout politikeloc'h-politikelañ hag e kemmas anv ar gelaouenn e ''Avel An Trec'h''. Diaesterioù he doa bet ar gelaouenn hag a viz Here 1947 betek miz Meurzh 1948 e voe difennet he moulañ gant ar velestradurezh c'hall. Dont a reas ''[[An_Avel|Avel An Trec'h]]'' da vout kelaouenn ar strollad politikel [[Emsav Pobl Vreizh]] war-lerc'h. Hogen mont a reas da get e miz Kerzu 1948.
 
Setu da-heul, pezh a skrive [[Abeozen]] a-zivout oberennoù kentañ Youenn Olier "E oberenn bennañ, d'hor meno, a zo 'Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek' [...] Evit ar wech kentañ e oa roet dimp un arnodskrid skridvarnezhskridvarnerezh, hir e alan ha poellek...".<ref> Abeozen 1957, p. 209</ref> Ar prederiadennoù-se a voe embannet er gelaouenn ''[[Al Liamm]]''.<ref>Gw. ''Al Liamm'', niverennoù 12 - 13</ref>
 
==An oberennoù a faltazi==
Linenn 86:
===Romantoù===
 
E 1963 ez empennas e romant ''Poanioù Spered an Tad Gwazdoue'' a skrivas en Ospital Rosko <ref>Gw. [http://emglev.wordpress.com/2012/12/12/poaniou-spered-an-tad-gwazdoue-ur-prof-kaer-evit-nedeleg/ Kinnig 'Poanioù-spered an tad Gwazdoue' war lec'hienn Emglev an Tiegezhioù]</ref>. Ar romant-se a oa un doare romant fentus a-zivout buhez ar veleion e skeud Sened-Veur Vatikan II, un doardoare eromantromant brederouriel hag a ziskoueze meur a zoare da intent ha buheziñ ar relijion er velegiezh.
 
E 1964 e voullas ar romant ''E penn an hent''. Hervez [[Yann-Ber Piriou]] o vurutellat ar romant-se "Stourm un ene eo. Ur paotr hedro o klask ur ster d'e vuhez hag ar frankiz war un dro. A bep eil e koll ar Feiz e Doue, er storum evit ar vro hag er garantez...Erfin an darvoudoù a zo en dispac'h e Breizh ha reveulzi ar gouerien hag ar vicherourien. Stourm a ra ar vrogarourien ouzh an arme C'hall tra ma ren ar spont e-touez ar vourc'hizien."<ref>Gw; Yann-Ber Piriou, 1964, 102, p. 65</ref>
Linenn 117:
Abaoe ma oa staget gant e bennadoù-barn kentañ en doa dalc'het Youenn Olier er gelaouenn ''Al Liamm'' da zigentañ. Neuze en e gelaouenn ''Imbourc'h'' abaoe ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Ober a rae barnadennoù war al levrioù ha notennoù diwar e lennadennoù, zoken ma tremenas eus al lennegezh vrezhonek da bolitikerezh an Emsav.
 
E skridoù politikel, skrivet buan alies, diwar-benn meizadoù diaes da intent zoken e galleg ne c'heller ket o c'heñveriañ ouzh e oberennoù lennegel rik a zo bet c'hwennet mat. Anv a c'haller ober eus ul lizher a-berzh [[Goulven Pennaod]] bet embannet e Notennoù ''Al Liamm''. Pell-bras e oa mennozhioù an daou zen, unan a oa pahganpagan hag egile katolik, pezh a ro muioc'h c'hoazh a bouez da ziskleriadenn Pennaod diwar-benn Youenn Olier. El lizher-se e tisklêrie [[Goulven Pennaod]] e oa Youenn Olier ar skrivagner brezhonek nemetañ en defe ur "preder klok". Pep tra a zedenne e evezh hag e vezed sur da gaout un ali speredek digantañ. Kavout a reer lod eus skridoù politikel Youenn Olier en dsatumad ''Teskad skridoù politikel'' (niverennoù 37-38 ''Preder'').
 
Dre ma oa aet da goll holl-gelaouennoù katolik an Emsav e penn kentañ ar bloavezhioù pevar-ugent ne chomas ket nemet ar gealouenngelaouenn ''Imbourc'h'' ha labour Youenn Olier hag a gendalc'he gant spered ''[[Feiz ha Breiz]]'' el lennegezh. Neuze e teuas da vout Youenn Olier ur meni penn eus an trede Emsav, daoust d'e vrezhoneg diaes ha d'ar rebechoù graet outañ da chom war giz an Istor gant ur spered hanter-hent etre ''[[Breiz Atao]]'' ha ''Feiz ha Breiz''. Ur skipailhig kristenion a vodas tro-dro dezhañ evit kendelc'her al labour kristen hag emsavel war un dro : [[Pêr Even]], [[Yann Mikael]], [[Tepot Gwilhmod]] en he mesk.
 
==Obererezh evel emsaver==