Philip K. Dick : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot : modifie Rummad:Skrivagner
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 33:
 
Sevel a reas neuze kalzig a zanevelloù, evel ''Beyond Lies the Wub'', ''Mr Spaceship'', ''The Gun'', ''The Variable Man'', ''The Builder'', ''Second Variety'', e-touez ar re vrudetañ, hag ober e soñj da gregiñ gant romantoù, a veze paeet gwelloc’h.
Pliv ar politikerezh aoaa oa da-vat war e romant kentañ, ''Solar Lottary », embannet e 1955.
 
En e vuhez pried ez ae an traoù da fall. Dre ma skrive Dick diouzh an noz dreist-holl ne oa ket evit padout ken o welout e wreg gant ur vuhez untamm mat birvidikoc’h egetañ, hag e amezeien o sellout outañ o landreantiñ dindan an disheolienn. Krog e oa da gavout diaesoc’h-diaesañ sell an diavaez.
Linenn 40:
A zeiz da zeiz ec’h ae e [[baranoïa]] war washaat : ma ne deu ket a-benn, a soñj dezhañ, ec’h eo dre ma vez tud o stegnañ iriennoù en-dro, hag enep dezhañ. War a seblant ne oa ket evit kompren ne oa ket diouzh ar c’hiz ken ar [[skiant-faltazi]], da vihanañ en doare ma veze dispaket er c’helaouennoù ''pulps''. Kement-se evel-just ne oa ket evit gwellaat spered klañvidik ar skrivagner, nag evit leuniañ e yalc’h peuzc’houllo.
 
E 1958 e tizimezas adarre, hag e reas anaoudegezh gant Anne Williams Rubinstein, a oa nevez varvet he gwaz diganti. Ober a rae al lez dezhi, en em glevout mat a raent. Mat an traoù ivez etrez an den tev ha barvek-se ha teir merc’h Anne, ma timezas ar skrivagner gant o mamm d’ar 1añ a viz Ebrel 1959, ha ma voe ganet ur verc’h dezho, Laura Archer, d’ar 25 a viz C’hwevrer 1960
 
Lakaet e voe Philip gant e wreg da skrivañ a-benn bezañ un oberour brudet, ha stagañ a reas gant ''[[The Man in the High Castle - le Maître du Haut Château]]''. Koulskoude ez eas trenk ar soubenn en ti adarre. Anne a wele ennañ ur skrivagner disheñvel diouzh an hini a oa dimezet ganti, ha diouzh an hini a felle dezhañ bezañ, ha Philip ne glaske ket dilezel ar [[skiant-faltazi]], goude ma hunvree gounit brud evel skrivagner ordinal. Pa voe digoret ganti ur stal-bravigoù en em gavas Dick evel un den didalvoud, hag e krogas da soñjal edo e wreg o klask ober e stal dezhañ.
Linenn 63:
Paranoiek pe skizofrenek e oa Dick marteze, met ne oa ket azonoù ul lonker-louzoù touet : yac’h a gorf e oa an den da vihanañ.
 
D’ar 17 a viz Du 1971 e c’hoarvezas un darvoud a-bouez en e vuhez. O tegouezhout er gêr e kavas« prenestroù freuzet, dorioù divarc’het, potailhoù torret » e welas « e oa bet laeret un toullad traoù, e oa bet lakaet da darzhañ an armel-glenkell didanet gant danvez-tarzh a-seurt gant plastik », hag er glenkell-se eo e vire e holl « deñzorioù » : skridoù, niverennoù eus [[Pulp (magazine)|pulps]] kozh, ha meur a dra all. … Ha kerkent e anken baranoiek o tont en-dro war-c’horre : ma tamallas FBI ha [[KGB]] a bep eil da glask lazhañ anezhañ.
 
Hag eñ kuit da Ganada, da [[Vancouver]], dizoloet da-geñver ur brezegenn distaget gantañ diwar-benn ar [[skiant-faltazi]] d’an 12 a viz C’hwevrer 1972, ma reas e soñj chom da vevañ eno.
Linenn 92:
 
== Da lenn ==
* Skrid ebet diwar e zorn , deomp da c’houzout, n’eus bet troet e brezhoneg betek-hen.
 
=== Romantoù ===
Linenn 151:
 
== Liammoù liesseurt ==
 
=== e brezhoneg ===
 
*http://beddick.ifrance.com/beddick/
 
=== e galleg ===
 
* [http://www.noosfere.org/heberg/Le_ParaDick/ Le Paradick] al lec'hienn brasañ e galleg
*[http://www.incipitblog.com/index.php/2005/03/15/emmanuel-carrere-je-suis-vivant-et-vous-etes-morts-philip-k-dick-1928-1982/ Levr da selaou (mp3) pennad 9 eus buhezskrid Emmanuel Carrère]
*[http://www.pkdickbooks.com/ The Philip K. Dick Bookshelf] lennadurezh klok ar skrivagner