Emsavadeg Pask : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
nevez
Linenn 4:
 
An emsavadeg a oa aozet gant an emsaverien [[republikanouriezh Iwerzhon|republikan]] da zistagañ o bro diouzh [[Rouantelezh-Unanet|Bro-Saoz]] diwar-bouez an armoù pa oa Breizh-Veur oc'h en emgannañ war douar-bras Europa. Embann a rejont e oa "British difficulty is irish opportunity". An emsavadeg vrasañ e oa en Iwerzhon abaoe [[Emsavadeg Iwerzhon 1798|emsavadeg 1798]]. Padout a reas an emsavadeg, a oa aozet dreist-holl gant an [[Irish Republican Brotherhood]],eus Lun Fask, d'ar [[24 Ebrel|24 a viz Ebrel]] [[1916]] betek an 30. Izili eus an [[Irish Volunteers]], renet gant [[Padraig Pearse]], harpet gant an [[Irish Citizen Army]] renet gant [[James Connolly]] a lakaas o dalc'h war savadurioù 'zo e lec'hioù strategek e [[Dulenn]] hag a embannas krouidigezh [[Republik Iwerzhon]], dizalc'h diouzh [[Rouantelezh-Unanet|Bro-Saoz]]. Dister e voe taolioù an emsavadeg er peurrest eus ar vro ha c'hwitañ a rejont nemet en [[Ashbourne]], e kontelezh [[Meath]]. Mouget e voe an emsavadeg goude c'hwec'h devezh emgann. Kaset e voe he fennoù dirak al [[lez-vrezel]], barnet d'ar marv ha lazhet. Dont a reas a-benn an emsavadeg avat da zegas en-dro [[republikanouriezh Iwerzhon]] e-kreiz al leurenn bolitikel er vro. Nebeutoc'h evit tri bloaz goude, e miz [[Genver]] [[1919]], e oa aozet an [[Dáil kentañ]] ha diazezet da vat [[Republik Iwerzhon]] gant stourmerien an emsavadeg chomet bev.
 
E 2016 eo bet embannet gant [[Aleksandr ar Gall]] e [[Mouladurioù Hor Yezh]] un dastumad skridoù lies seurt diwar-benn an Emsavadeg e istor Iwerzhon hag he heklevioù e Breizh, dindan an titl ''Hep frankiz peoc'h ebet''. Disklêriadur ar gouarnamant da-c'hortoz a gaver ennañ troet e brezhoneg.
 
[[Rummad:Istor Iwerzhon]]