Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Kemmoù Chanbaek450 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Acer
Linenn 1:
{{Infobox bro
{{Infobox broezvroañ gant Alamaned ar reter da Alamagn ar o a-fet armerzh ivez : 8,8% eus ezporzhiadurioù Alamagn a vez kaset d’ar Stadoù-Unanet ha 6,6% eus enporzhiadurioù Alamagn a zeu eus ar Stadoù-Unanet.{{dave|usembassy}} E-touez an traoù a ziskouez ez eus liammoù start etre an div vro ez eus ivez saviad an Alamaned-Amerikaned abalamour da se e voe loread kentañ [[Priz Nobel ar Fizik]] e 1901.{{dave|nobel}} Pouezus-bras e oa bet labourioù [[Heinrich Rudolf Hertz]] war ar skinoù tredanwarellek evit diorroadur ar pellgehentiñ modern.{{dave|pellgehentiñ}} [[Wilhelm Wundt]] en doa lakaet ar bsikologiezh da skiant arnodel dizalc’h dre sevel e arnodva kentañ e [[Skol-veur Leipzig]] e 1879.{{dave|Kim}} Labour [[Alexander von Humboldt]] evel skiantour naturel hag ergerzher en deus talvezet da ziazezañ ar [[bevzouaroniezh|vevzouaroniezh]].{{dave|eaglehill}} Matematikourien bouezus a-leizh a oa bet ganet en Alamagn, en o zouez [[Carl Friedrich Gauss|Gauss]], [[David Hilbert|Hilbert]], [[Bernhard Riemann|Riemann]], [[Karl Weierstrass|Weierstrass]] ha [[Hermann Weyl|Weyl]]. Bro ur bern ijinourien vrudet eo bet Alamagn, tud evel [[Johannes Gutenberg]], a soñjer en deus ijinet ar voullerez kentañ en Europa ; [[Hans Geiger]], krouer ar [[konter Geiger|c’honter Geiger]], ha [[Konrad Zuse]], a savas an urzhiataer kentañ.{{dave|Zuse}} Sikouret o deus ijinourien ha greantourien alaman evel [[Kont Ferdinand von Zeppelin|Zeppelin]], [[Gottlieb Daimler|Daimler]], [[Rudolf Diesel|Diesel]], ha [[Karl Benz|Benz]] da stummañ teknologiezh vodern an treuzdougen.{{dave|kirri}}{{dave|zeppelin}}
|anv klok bzg=Republik Kevreadel Alamagn
|anv boutin bzg=Alamagn
|anv ofisiel=Bundesrepublik Deutschland
|doare gouarnamant=Republik Kevreadel
|skeudenn banniel=Flag_of_Germany.svg
|skeudenn_kartenn=EU-Germany.svg
|skeudenn skoed-ardamez=Coat of Arms of Germany.svg
|kêr-benn=[[Berlin]]
|kan broadel=''[[Lied der Deutschen]]'' (poz trede)
|titl penn ar vro1=Prezidant kevreadel
|titl penn ar vro2=Kañsellerez kevreadel
|anv penn ar vro1=[[Joachim Gauck]]
|anv penn ar vro2=[[Angela Merkel]]
|yezhoù ofisiel=[[Alamaneg]], ([[Sorabeg]], [[Daneg]], [[Izelalamaneg]])
|gorread=357.111,91
|stankter_ar_boblañs=229
|istimadur_poblañs=81.751.000
|istimadur_poblañs_bloaz = 2010
|istimadur_poblañs_renk =
|moneiz=Euro
|kod moneiz=EUR
|gwerzhid-eur=
|utc_offset=+1
|Kod kenrouedad=.de
|gouel broadel=
}}
[[Restr:Allemagne carte.png|thumbnail|250px|Allemagne]]'''Alamagn''', '''Republik Kevreadel Alamagn''' ent-ofisiel, zo ur vro eus [[Europa ar C'hreiz|Kreiz Europa]]. Bevennet eo en norzh gant [[Mor an Hanternoz]], [[Danmark]] hag ar [[Mor Baltel]], er reter gant [[Polonia]] hag ar [[Republik Tchek]], er su gant [[Aostria]] ha [[Suis]], hag er c’hornôg gant [[Frañs]], [[Luksembourg (bro)|Luksembourg]], [[Belgia]] hag an [[Izelvroioù]].
 
Ur republik parlamantel kevreadel eo Alamagn, enni 16 [[Stadoù Alamagn|stad]]. Gwechall e oa rannet ar vro e meur a riez, dezho pep a istor, a sevenadur hag a relijion. Unvanet e oa bet Alamagn evit ar wech kentañ e-kreiz ar [[Brezel 1870-1871]] e 1871.
[[Restr:Allianz Arena Pahcsmonitor.com/2006/1110/p25s02-woeu.html E kavell an Nazied e verk Alamagn azginivelezh ar Yuzevien] [[Christian Science Monitor]]. D’an 10 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
 
Ezel eo Republik Kevreadel Alamagn eus ar [[Broadoù Unanet]], eus [[AFNA]], eus bodadoù ar [[G8]] hag ar [[G4]]. Ezel-diazezer eo eus [[Unaniezh Europa]]. Ganti emañ ar boblañs vrasañ hag an armerzh kreñvañ eus an holl stadoù izili eus Unaniezh Europa.{{dave|fdim}} Alamagn eo trede kreñvañ armerzh er bed hag ar brasañ ezporzhier madoù war un dro.{{dave|cnn}}
 
== Istor ==
:''Pennad dre ar munud: s.o. [[Istor Alamagn]]''
 
=== Henamzer ===
Krediñ a reer e oa deuet war wel kenel ar [[Pobloù german|meuriadoù german]] e-pad [[oadvezh an arem]], pe e-pad [[oadvezh an houarn]] d’an diwezhatañ. Er c’hantved kentañ kent JK e krogas ar meuriadoù d’en em astenn war-du ar su, ar reter hag ar c’hornôg adalek su [[Skandinavia]] ha norzh Alamagn.{{dave|Claster}} Dindan ren [[Augustus]] e voe aloubet Alamagn gant ar jeneral roman [[Publius Quinctilius Varus]]. E-pad ar mare-se e teskas ar meuriadoù german troioù-brezel ar Romaned. War-lerc’h ma oa bet trec’het meur a wech legionoù Roma gant an armeoù german e chomas Germania er-maez eus an Impalaeriezh Roman betek ar stêrioù [[Roen]] ha [[Danav]]. War-dro 100 goude JK e tiazezas ar meuriadoù german a-hed ar stêrioù-se (al [[Limes Germanicus]]), o terc’hel evel-se an darn vrasañ eus tachennad Alamagn bremañ. E-pad an IIIe kantved e voe meur a veuriad bras, anezho Germaned eus ar c’hornôg, o tont war wel : [[Alemanned]], [[Franked]], [[Chatti]], [[Saksoned]], [[Frizianed]], [[Sicambri]], ha [[Thuringii]]. War-dro 260 e treuzas ar pobloù german al Limes ha harzoù an Danav.{{dave|Cambridge_ancient_history}}
 
=== An Impalaeriezh Santel Roman ===
[[Restr: Balduineum Wahl Heinrich VII.jpg|thumbnail|kleiz|250px|Seizh [[priñs-dilenner]] an [[Impalaeriezh Santel Roman]]. Diwar ur parch eus 1341]]
Dont a ra [[Impalaeriezh Santel Roman]] ar Grennamzer eus rannadur an [[Impalaeriezh Karolingat]] en 843. Fontet e oa bet gant [[Karl Veur]] en [[800]]. Betek 1806 e voe eus an Impalaeriezh Santel Roman, e meur a stumm. En em astenn a rae he zachennad adalek ar stêr [[Eider (stêr)|Eider]] en norzh betek ar [[Mor Kreizdouar]] er su. Dindan ren an impalaerien [[Ottonian]] (919–1024) e voe kreñvaet dugelezhioù [[Loren]], [[Saks]], [[Franken]], [[Swabia]], [[Thüringen]], ha [[Bavaria]]. Ar roue german a voe tronet [[Impalaer Santel|Impalaer Santel Roman]] e 962. Dindan ren an impalaerien [[rummad-roueed Salian|Salian]] ha [[Hohenstaufen]] ez euvras an impalaeriezh norzh [[Italia]] ha [[Burgondia]] hag ez astennas he levezon war-du ar su hag ar reter betek tachennadoù annezet gant ar [[Slaved]]. E-pad ar mare-se e vleunias ar c’hêrioù e norzh Alamagn o vezañ ma oant ezel eus ar [[Hansa|C’hevre Hanseat]]. Gant ar [[Builh Aour]] eus 1356 e voe pourchaset ul lezenn diazez d’an impalaeriezh hag a dalvezas betek ar fin anezhi. Reoliañ a rae dilennadeg an impalaer gant seizh [[priñs-dilenner]] a oa e penn ar priñselezhioù hag an arc’heskoptioù galloudusañ. Adalek ar XVvet kantved e voe dilennet an impalaerien e-touez ar re [[Habsbourged|Habsburg]] eus [[Aostria]] hepken.
 
E 1517 e skrivas [[Martin Luther]] [[95 Tezenn]] ma aterse an [[Iliz Katolik Roman]], hag e roas lañs evel-se d’an [[Disivoud protestant|Disivoud-Meur]]. Difoupañ a reas an iliz luterat, ha diazezañ e lies stad eus Alamagn. Hogen gwanaet kalz e voe an impalaeriezh abalamour ma oa rannet e nouspet priñselezh dizalc’h. Adalek 1740 e voe kemeret plas ar [[kevezerezh Frañs-Habsburg|c’hevezerezh Frañs-Habsburg]] gant un daouelezh etre ar roueed Habsburg eus Aostria hag ur galloud nevez, [[Rouantelezh Prusia]]. Da-heul [[brezelioù Napoleon]] e voe aloubet an Impalaeriezh Santel Roman, ha kaset da get e 1806.{{dave|concise_h}}
 
=== An Dispac’h hag an Eil Impalaeriezh Alaman ===
Da-heul faezhidigezh [[Napoleon Bonaparte]] en em vodas [[Kendalc’h Vienna]] e 1814 hag e tiazezas ar [[Kengevread Alaman|C’hengevread Alaman]], anezhañ ur c’hevre laosk ennañ 39 riez. Lañs al luskadoù frankizour ha broadelour a oa, evit darn, un heuliad eus an eneberezh ouzh ar politikerezh adsevel. Diarbennoù kastizañ nevez a voe goude-se a-berzh an den a stad aostrian [[Klemens Wenzel von Metternich|Metternich]]. En ur blegenn ma oa dispac’hioù e pep lec’h en Europa e voe roet lañs da zispac’hioù 1848 er stadoù german gant kefredourien ha bilened. Da gentañ e plegas ar roueed dirak goulennoù frankiz an dispac’herien. Kinniget e oa bet d’ar roue [[Frederig Gwilherm IV Prusia]] an titl a impalaer, daoust ma oa gant ur c’holl en e c’halloud. Disteurel a reas ar gurunenn hag ar vonreizh a oa bet kinniget dezhañ, pezh a voe ur c’hwitadenn dibad evit an dispac’herien. E-pad [[Eil Brezel Schleswig]] enep Danmark e 1864, kentañ ministr nevez Prus, [[Otto von Bismarck|Bismarck]], a reas e renkoù e Schleswig ha Holstein. Diwar neuze e voe meret an dachennad a-gevret gant [[Impalaeriezh Aostria]], met dizemglevioù etre an div vro a gasas buan d’ar [[brezel Aostria-Prus]] e 1866. Gant trec’h prim ar Brusianed e c’hallas Bismarck krouiñ [[Kengevread Norzh Alamagn]] ha lakaat [[Aostria]] er-maez eus aferioù ar peurrest eus stadoù german ar su, a oa bet o skoazellañ Aostria.
 
[[Restr:Wernerprokla.jpg|thumbnail|300px|dehou|Diazezadur Alamagn a-vremañ e Versailhez e 1871. Emañ [[Bismarck]] er c’hreiz, gwisket e gwenn. Livadur gant [[Anton Alexander von Werner]], 1877]]
E 1870 e tisklêrias an Impalaer gall ar brezel da Brus. Trec’het e voe gant an armeoù prusian hag armeoù german ar su. Embannet e voe an [[Impalaeriezh Alaman]] (''Deutsches Kaiserreich'') e [[Palez Versailhez]] d’an 18 a viz Genver [[1871]]. Gant ar rummad-roueed [[Hohenzollern]] a Brus e oa renet an impalaeriezh nevez, a oa [[Berlin]] he c’hêr-benn. Strollañ a rae an holl barzhioù eus Alamagn a oa distag a-raok nemet Aostria, ur meizad anavezet evel [[Kleindeutsche Lösung|''Kleindeutschland'']], pe "Alamagn Vihan". Er ''[[Gründerzeit]]'' (Mare Diazezañ) a voe da-heul [[unvaniezh Alamagn]] e voe suraet saviad Alamagn evel ur galloud bras gant politikerezh estren Bismarck, dre skoulmañ emglevioù, lakaat Frañs en distro ent diplomatel hag en em virout diouzh ar brezel. Koulskoude e krogas Alamagn ivez gant ur programm impalaerouriezh evel ar broioù all eus Europa, hag e 1884 e stagas da ziazezañ trevadennoù er-maez eus [[Europa]]. Jeu a savas diwar an oberoù-se gant ar broioù amezek, ken ne voe ket adnevezet an darn vrasañ eus an emglevioù he doa kemeret Alamagn perzh enno a-raok, hag e voe lezet ar vro a-gostez en emglevioù nevez. Er c’hontrol e tiazezas Frañs darempredoù nevez dre sinañ an [[Entente Cordiale]] gant ar [[Rouantelezh Unanet]] hag e skoulmas liammoù startoc’h gant an [[Impalaeriezh rusian]]. Estreget he darempredoù gant [[Aostria-Hungaria]] e teuas Alamagn da vezañ digenvesoc’h-digenvez.
 
Gant drouklazh an arc’hdug [[Franz Ferdinand a Aostria]] d’an 28 a viz Gouere [[1914]] e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar [[Brezel-bed kentañ]]. Alamagn, ha hi e-touez ar [[Galloudoù kreiz]], a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918, hag an impalaer Wilhelm II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ [[Feur-emglev Versailhez]] e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent ''diktat'' Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an [[Naziegezh]] gant ar garv ma oa.{{dave|lee_h}} Goude berzh an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918 e voe embannet [[Republik Weimar]]. Lakaet e voe [[Bonreizh Weimar]] da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant [[Friedrich Ebert]] d’an 11 a viz Eost [[1919]]. Diazezet e oa bet ar [[Strollad Komunour Alaman]] gant [[Rosa Luxemburg]] ha [[Karl Liebknecht]] e 1918, ha Strollad al Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe [[Strollad Nazi]], a voe diazezet e miz Genver 1919.
 
=== Republik Weimar (1918-1933) ===
s.o. [[Republik Weimar]]
=== Trede Reich ===
An dud en Alamagn o doa diwasket an [[Enkadenn Veur]], an divizoù garv a oa bet lakaet d’ar peoc’h gant [[Feur-emglev Versailhez]], hag un heuliad hir a ouarnamantoù stabil pe stabiloc’h. Muioc’h-mui a boan o deveze o tegemer reizhiad parlamantel ar vro. Kreñvaet e oa ar santimant-se gant an unpennelourien eus an tu dehou, al luskad ''[[Völkisch]]'', hag ar [[Strollad Nazi]] gant o ''[[Dolchstoßlegende]]'' (mojenn an taol kontell er c’hein), ur vojenn bolitikel a lavar n’eo ket bet kollet ar brezel-bed kentañ gant Alamagn abalamour da zrouziwezh an arme met abalamour d’un taol treitouriezh diabarzh. Diouzh an tu all e klaske komunourien, evel re [[Kevre Spartakus]], terriñ ar pezh a welent evel ar reolenn gapitalour ha staliañ ur ''[[Räterepublik]]'' diazezet war guzulioù labourerien. Bodet e veze bagadoù peuz-soudard gant meur a gostezenn, ha bez’ e oa miliadoù a vuntroù evit abegoù politikel. Aon o deveze an dilennerien rak ar bagadoù-se a skigne feulster ha fulor e-touez an dud, ouzhpenn ma oa uhel an dilabour ha bras ar baourentez. Goude meur a gabined oc’h ober kazeg lerc’h-ouzh-lerc’h e voe anvet [[Adolf Hitler]] da [[Kañseller Alamagn|Gañseller Alamagn]] d’an 29 a viz Genver [[1933]] gant ar prezidant [[Paul von Hindenburg]], broudet gant alierien eus an tu dehou.
 
[[Restr:Benito Mussolini and Adolf Hitler.jpg|thumbnail|kleiz|[[Adolf Hitler]] gant [[Benito Mussolini]] e [[Yugoslavia]] aloubet gant an Ahel]]
Torret e voe buan ar gwirioù demokratel diazez gant an dekred embannet goude [[tan-gwall ar Reichstag]] d’ar 27 a viz C’hwevrer [[1933]]. An eneberezh, darnaouet ha handeet, ne voe ket evit herzel ouzh an [[Akta Engwiriañ]] e 1939 er [[Reichstag]], a roe ar galloud lezenniñ klok da ouarnamant Hitler.{{dave|Stackelberg}}{{dave|Raffael}} Diazezet e voe ur stad hollveliek, renet gant ur gostezenn hepken. Reoliet-strizh e voe ar greanterezh e-sell da brientiñ an armerzh d’ar brezel. Torret e voe Feur-emglev Versailhez pa’z eas an armeoù alaman tre er Rheinland a oa sañset chom disoudard, hep na reas den van ebet e 1936. Hitler, lakaet hardizh gant politikerezh habaskaat kentañ ministr Breizh-Veur, [[Neville Chamberlain]], a glaskas astenn Alamagn evit diazezañ Alamagn-Veur. Destagañ a reas Aostria, bro ar Sudeted ha [[tiriad Memel]]. A-benn tremen hep brezeliñ war daou dalbenn war un dro e skoulmas [[Feur-emglev Molotov-Ribbentrop]] gant an Unaniezh Soviedel e miz Eost 1939. Gant ar pezh a voe anavezet war-lerc’h evel al Loskaberzh ez embannas ar renad nazi lezennoù a suje war-eeun meur a c’hennad eus ar gevredigezh : ar Yuzevien, ar Slaved, an Tsiganed, an heñvelrevidi, ar frañmasoned, an disrannidi bolitikel hag an nammidi, e-touez re all. War-dro 11 milion a dud a voe muntret el Loskaberzh, en o zouez tremen 6 milion a Yuzevien.{{dave|Schwartz}}
 
Tennderioù a oa muioc’h-mui, abalamour d’ar vroadelouriezh, d’ar vilouregezh ha da gudennoù tiriadel. Kement-se a vroudas Alamagn da zistagañ ur [[blitzkrieg]] enep Polonia d’ar 1añ a viz Gwengolo [[1939]]. Daou zevezh war-lerc’h e tisklêrie ar Rouantelezh Unanet ha Frañs ar brezel da Alamagn, o reiñ lañs d’an eil brezel-bed. Buan a-walc’h e voe kontrollet an darn vrasañ eus Europa gant Alamagn, en un doare eeun pe dieeun. D’an 22 a viz Mezheven [[1941]] e torras Hitler an emglev gant an Unaniezh Soviedel dre zigeriñ un talbenn er reter hag aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Alamagn a zisklêrias ar brezel d’ar Stadoù-Unanet pevar devezh war-lerc’h ma voe taget Pearl Harbour gant [[Japan]]. Daoust d’an arme alaman mont buan dre soupren e-barzh an Unaniezh Soviedel e voe [[Emgann Stalingrad]] ur prantad tonkus eus ar brezel. Neuze e krogas an arme alaman da gilañ war talbenn ar reter betek ma voe trec’het a-benn ar fin. Da c’houde e voe aloubet [[Berlin]] gant an [[Arme Ruz]]. Kodianañ a reas Alamagn d’an 8 a viz Mae [[1945]].
 
=== Rannidigezh hag adunvanidigezh (1945-90) ===
[[File:Schwerin Palace Park Garden Mecklenburg Germany Schweriner Schloss Garten BUGA 2009.jpg|thumb|[[Kastell Schwerin]], parlamant [[Mecklenburg-Vorpommern]] (Landtag)]]
Disoc’hañ a reas ar brezel gant marv tost dek milion a Alamaned, soudarded hag all, distruj kêrioù pennañ Alamagn, ha koll tiriadoù bras e-kerz broioù reter Europa. Argaset e voe war-dro 15 milion a Alamaned eus an tiriadoù-se, ha da-heul muioc’h a reuz hag a dud lazhet c’hoazh. Rannet e voe Alamagn ha [[Berlin]] gant ar gevredidi e pevar zakad aloubet gant an armeoù. Kendeuzet e voe an takadoù kontrollet gant [[Frañs]], [[ar Rouantelezh Unanet]] hag ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] da stummañ ''Republik Kevreadel Alamagn'' d’an 23 a viz Mae [[1949]]. Diazezet e voe ''Republik Demokratel Alamagn'' gant an Unaniezh Soviedel d’ar 7 a viz Here [[1949]]. Anavezet e veze an div stad-se dindan an anvioù "[[Alamagn ar c’hornôg]]" hag "[[Alamagn ar reter]]" a-getep. Gant Alamagn ar c’hornôg, [[Bonn]] he c’hêr-benn, e oa bet diazezet ur republik parlamantel frankizour gant un armerzh marc’had sokial. Kevredet e oa gant ar S.-U., ar Rouantelezh Unanet ha Frañs. Adalek deroù ar bloavezhioù 1950 e voe er vro ur prantad kresk armerzhel hir, anavezet evel ''[[Wirtschaftswunder]]''. C’hoarvezet eo an azlañs dreist-holl abalamour d’an adreizh moneizel eus miz Mezheven 1948, hag adalek 1949, da skoazell ar S.-U. dre brestoù ar [[Steuñv Marshall]].{{dave|Henderson}}{{dave|Stern}} Alamagn ar c’hornôg, renet gant ar c’hañseller [[Konrad Adenauer]], a emezelas ouzh [[AFNA]] e 1955 hag e 1958 e voe un ezel diazezer eus [[Kumuniezh Armerzhel Europa]]. Da gentañ e voe aloubet Alamagn ar reter gant an Unaniezh Soviedel, ha diwezhatoc’h (miz Mae 1955) e kevredas ganti. Alamagn ar reter a ziazezas ur renad aotrouniezhus gant un armerzh steuñvet e giz ar Soviedoù. Buan e teuas da vezañ pinvidikañ bro [[Feur-emglev Varsovia]], hag an hini ar muiañ er penn a-raok. Padal e selle un nebeud brav a geodedourien war-du ar c’hornôg, o c’hoantaat ar frankizoù politikel ha berzh an armerzh.{{dave|Colchester}} E 1961 e krogas gouarnamant Alamagn ar reter da sevel [[Moger Berlin]] evit mirout ouzh Alamaned ar reter da dec’hel diouzh ar gêr-benn da Alamagn ar c’hornôg. Hep dale e teuas ar Voger da vezañ un arouez eus ar [[Brezel Yen]]. Distegnet e voe an darempredoù etre Alamagn ar reter hag ar c’hornôg e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 gant ''[[Ostpolitik]]'' ar C’hañseller [[Willy Brandt]] a zegemere ar c’holloù tiriadel a oa bet evit Alamagn da-heul an eil brezel-bed.
 
Dirak ar manifestadegoù a-zruilh ha kresk an ezvroañ gant Alamaned ar reter da Alamagn ar c’hornôg dre [[Hungaria]], e tivizas pennadurezhioù Alamagn ar reter, en un doare dic’hortoz, laoskaat ar strishadurioù en harzoù ha lezel keodedourien ar reter da veajiñ d’ar c’hornôg. Gant se e voe buanaet an argerzh adreizhañ en Alamagn ar reter. C’hoarvezout a reas [[adunvanidigezh Alamagn]] d’an 3 a viz Here [[1990]] pa oa ar C’hañseller [[Helmut Kohl]] e penn an aferioù en Alamagn ar c’hornôg. Berlin a zeuas da vezañ ar gêr-benn en-dro. Ur roll ambilh zo bet c’hoariet gant Alamagn adunvanet en Unaniezh Europa hag en [[AFNA]]. Sikouret he deus an armeoù da zerc’hel an urzh er Balkanioù ha kenstrivet he deus gant [[AFNA]] da suraat [[Afghanistan]] goude ma oa bet bannet an [[Talibaned|Dalibaned]] er-maez. Alamagn zo bet unan eus ar re o deus skoret ar muiañ Bonreizh nevez Europa, ha zoken goude m’eo bet distaolet gant dilennerien Frañs hag an Izelvroioù.{{dave|dw-world}} E 2006 e voe trec’h ur genunaniezh CDU, CSU hag SPD e dilennadegoù ar parlamant. Dilennet e voe [[Angela Merkel]] da Gañsellerez Alamagn, ar wech kentañ d’ur vaouez bezañ dilennet d’ar garg-se en istor ar vro.{{dave|Merkel}}
 
== Gouarnamant ==
[[Restr:Bundestag.jpg|thumbnail|dehou|Ar [[Bundestag]] e Berlin. Emañ [[Prezidant ar Stadoù-Unanet]], [[George W. Bush]], o prezeg]]
Reizhiad politikel Alamagn a ya en-dro e-barzh ur framm lakaet gant lezenn 1949, anavezet evel ar [[Grundgesetz]] (ger-ha-ger, "Lezenn ziazez"). Evit kemmañ ar [[Grundgesetz]] e ranker kaout ur muiañ-niver eus an div drederenn e div gambr ar parlamant. Chom a reas ar [[Grundgesetz]] e talvoud goude adunvanidigezh Alamagn e 1990, gant daskemmoù dister. Ur republik kevreadel parlamantel eo Alamagn. Emañ ar C’hañseller e penn ar gouarnamant hag a embreg ar galloud erounit. Emañ ar galloud lezenniñ kevreadel e dalc’h ar gouarnamant ha div gambr ar parlamant war un dro, ar [[Bundestag]] hag ar [[Bundesrat]]. Dilennet e vez ar Bundestag hervez ar mouezhiañ eeun tra ma tileur ar Bundesrat gouarnamantoù an 16 stad alaman. Abaoe 1949 eo bet ar reizhiad dreist-holl e dalc’h an Unaniezh Demokratel Kristen (CDU), ur gostezenn virour anezhi, hag ar Strollad Sokial Demokratel (SPD).{{dave|CDU}} Padal ez eus bet c’hoariet ur roll pouezus ivez gant kostezennoù bihanoc’h, evel ar Strollad Demokratel Dieub zo bet er Bundestag abaoe 1949, hag ar Re C’hlas o deus sezoù er parlamant abaoe 1983. E penn ar stad alaman emañ [[Prezidant Alamagn]], dilennet gant ar ''[[Bundesversammlung]]'', un aozadur ennañ izili eus ar Bundenstag hag un niver par a zileuridi gant ar stadoù. An eil pennadurezh uhelañ eo Prezidant ar Bundenstag, a vez dilennet gant ar Bundenstag e-unan. E karg emañ da evezhiañ labour pemdez an aozadur. An trede pennadurezh uhelañ, ha penn ar gouarnamant, eo ar [[kañseller|c’hañseller]]. Anvet eo gant Prezidant Alamagn ha dilennet gant ar Bundestag. Mar bez ret e c’hall bezañ eztitlet war-bouez ur mennad disfiz savus gant ar Bundenstag. ''Savus'' a dalvez e rank ar Bundestag dilenn ur warlerc’hiad en degouezh-mañ.
 
== Ar galloud lezvarnel ==
[[Restr:Karlsruhe bundesverfassungsgericht.jpg|kleiz|thumbnail|Lez-varn Vonreizhel Kevreadel Alamagn e [[Karlsruhe]]]]
 
Dizalc’h eo galloud lezvarnel Alamagn diouzh ar galloud erounit ha lezennel. Alamagn he deus ur sistem lezennoù diazezet war ar gwir roman, gant un nebeud daveoù d’al [[Lezenn C’herman]]. Rannet eo ar galloud lezennel etre ar C’hevread hag ar stadoù kevreet. Reoliet eo al lezennoù-kastiz ha lezennoù ar gwir prevez el live broadel gant ar ''[[Strafgesetzbuch]]'' hag ar ''[[Bürgerliches Gesetzbuch]]'' a-getep. Forzhig tachennoù diazez eus ar gwir melestradurel a chom e dalc’h ar stadoù kevreet, daoust ma heuilh an darn vrasañ eus ar stadoù ''Verwaltungsverfahrensgesetz'' 1976 (lezennoù an argerzhad melestradurel) war grafoù pouezus eus al lezennoù melestradurel. Arbennikaet eo Lez-Uhel Alamagn. Evit an aferioù keodedel ha kastizel, uhelañ lez-varn galv eo ar ''[[Bundesgerichtshof]]'' (Lez-varn Kevreadel ar Justis). E [[Karlsruhe]] emañ. Graet e vez hervez un argerzhad enklask. Ar ''[[Bundesverfassungsgericht]]'' (Lez-varn Vonreizhel Kevreadel), e Karlsruhe ivez, eo lez-varn veur Alamagn evit a sell ouzh ar c’hrafoù bonreizhel. Gwiriañ a ra hag-eñ e klot al lezennoù gant ar vonreizh. Labourat a ra ent dizalc’h diouzh korfoù all ar stad, met ne c’hall ket ober diwar he danvez hec’h-unan.
 
== Darempredoù estren ==
Ur roll blein zo bet c’hoariet gant Alamagn en [[Unaniezh Europa]] abaoe an deroù anezhi, ha skoulmet he deus ur c’hevredadur kreñv gant Frañs abaoe fin an eil brezel-bed. Tost e oa an darempredoù etre an div vro dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990 pa oa [[Helmut Kohl]] ha [[François Mitterrand]] e penn an aferioù. Emañ Alamagn e renk kentañ ar stadoù europat a glask krouiñ ur politikerezh europat unvanoc’h ha barrekoc’h.{{dave|elysee}}
 
Abaoe ma oa bet diazezet d’an 23 a viz Mae [[1949]] e oa chomet uvel a-walc’h Republik Kevreadel Alamagn en darempredoù etrebroadel abalamour d’hec’h istor a-nevez ha dre ma oa aloubet gant galloudoù estren.{{dave|Glaab}} E-pad ar Brezel Yen, abalamour d’he rannadur gant ar [[Rideoz Houarn]], e oa Alamagn un arouez eus an tennderioù etre ar C’hornôg hag ar Reter hag un dachenn-emgann bolitikel en Europa. Koulskoude e oa bet Ostpolitik Willy Brandt un devouder a bouez e ''distegn'' ar bloavezhioù 1970.{{dave|Harrison}} E 1999 e roas gouarnamant ar c’hañseller [[Gerhard Schröder]] ur roud all da bolitikerezh estren Alamagn : kemer a reas perzh e brezel [[AFNA]] enep Yougoslavia hag evit ar wech kentañ abaoe an eil brezel-bed e kasas soudarded alaman d’an emgann.{{dave|dremm}}
 
Republik Kevreadel Alamagn hag ar [[Stadoù-Unanet]] zo bet kevredidi tost abaoe fin an eil brezel-bed.{{dave|state.gov}} Ar steuñv Marshall, skoazell badus ar S.-U. e-pad ma oad oc’h adsevel ar vro goude an eil brezel-bed, ha levezon greñv ar sevenadur amerikan en Alamagn o deus krouet ul liamm kreñv etre an div vro, daoust m’eo bet klouaraet un tamm bennak an darempredoù etre ar Stadoù-Unanet hag Alamagn da-heul enebadur kreñv Schröder ouzh ar brezel en Irak.{{dave|bush}} Liammet eo an div vro a-fet armerzh ivez : 8,8% eus ezporzhiadurioù Alamagn a vez kaset d’ar Stadoù-Unanet ha 6,6% eus enporzhiadurioù Alamagn a zeu eus ar Stadoù-Unanet.{{dave|usembassy}} E-touez an traoù a ziskouez ez eus liammoù start etre an div vro ez eus ivez saviad an Alamaned-Amerikaned er S.-U., anezho ar genel vrasañ er vro{{dave|census.gov}} ha statud bonn aervorel Ramstein, tost da gêr g[[Kaiserslautern]], anezhañ ar brasañ kumuniezh a soudarded amerikan er-maez eus ar S.-U.{{dave|benefits}}
 
== An armeoù ==
[[Restr:040610-N-1823S-348 G36andpracticenade.jpg|thumbnail|Ur soudard war droad alaman gant e G36 e-pad ur bleustradeg e 2004. (Luc’hskeudenn: US Navy)]]
 
Arme Alamagn, ar ''[[Bundeswehr]]'', zo un nerzh difenn a c’hoarvez eus an ''Heer'' (arme war zouar pe [[tirlu]]), ar ''[[Marine]]'' ([[morlu]]), al ''Luftwaffe'' ([[aerlu]]), ar ''Zentraler Sanitätsdienst'' (servijoù kreiz mezegel) hag ar ''Streitkräftebasis'' (servij boutin skoazellañ ar ren). Ret eo ar servij-soudard evit an holl wazed d’an oad a 18 vloaz hag an enrollidi a servij e-pad nav miz. E 2003 ez ae an dispignoù evit an arme d’ober 1,5% eus PDK ar vro. Pa vez peoc’h e vez renet ar Bundeswehr gant Ministr an Difenn, [[Franz Josef Jung]] er mare-mañ. Pa vez brezel, ar pezh na c’hall c’hoarvezout nemet evit en em zifenn hervez ar vonreizh, e teu ar C’hañseller da vezañ pennrener ar Bundeswehr.{{dave|grundgesetz}}
 
E miz Here 2006 e oa gant arme Alamagn 9000 den e broioù estren o kemer perzh en armeoù evit derc’hel ar peoc’h, en ur gontañ 1180 den e [[Bosnia-Herzegovina]], 2844 soudard eus ar Bundeswehr e [[Kosovo]], 750 soudard e [[Republik Kongo]] e-barzh an [[EUFOR]], ha 2800 soudard en [[Afghanistan]], anezho al lodenn vrasañ eus arme skoazell etrebroadel [[AFNA]].{{dave|ARM}}
 
== Rannoù melestradurel ==
Rannet eo Alamagn e 16 stad (anvet ''{{lang|de|Länder}}'' en alamaneg, unander ''{{lang|de|Land}}''). Azrannet eo c’hoazh e 439 distrig (''[[Distrigoù Alamagn|Kreise]]'') ha keoded (''{{lang|de|kreisfreie Städte}}'') pe « [[kumunioù Alamagn (Gemeinden)|kumunioù]] » (2004).
[[Restr:Karte Deutsche Bundesländer (nummeriert).svg|thumbnail|Stadoù Alamagn.]]
* ''Gwelout ar pennad [[Stadoù Alamagn]].''
 
== Douaroniezh ha hin ==
[[Restr:Deutschland topo.png|thumbnail|dehou|Liveoù uhelder]]
Abaoe an [[Adunvanidigezh Alamagn|adunvanidigezh]], eo deuet Alamagn da vezañ en-dro ar vro vrasañ en Europa etre [[Skandinavia]] en norzh, ar broioù kreizdouar er su, ar [[Meurvor Atlantel]] er c’hornôg hag Europa ar Reter er reter. Tachennad Alamagn a c’holo 357 021 km², 349 223 km² a zouar ha 7798 km² a zour. An uhelderioù a ya eus menezioù an [[Alpoù]] (beg uhelañ : ar [[Zugspitze]], 2962 m) er su da aodoù [[Mor an Hanternoz]] (Nordsee) er gwalarn ha re ar [[Mor Baltel]] (Ostsee) er biz. Etrezo en em astenn uheldirioù goloet gant koadeier e Kreiz Alamagn ha douaroù izel Norzh Alamagn (lec’h izelañ : [[Wilstermarsch]], 3,54m dindan live ar mor), treuzet gant darn eus brasañ stêrioù Europa, evel ar [[Roen]], an [[Danav]] hag an [[Elbe]].{{dave|Elb}} Abalamour d’al lec’h kreiz m’emañ, e rann Alamagn harzoù gant muioc’h a vroioù europat eget forzh peseurt bro all war ar c’hevandir. Hec’h amezeien eo [[Danmark]] en norzh, [[Polonia]] hag ar [[Republik Tchek]] er reter, [[Aostria]] ha [[Suis]] er su, [[Frañs]] ha [[Luksembourg]] ar mervent ha [[Belgia]] hag an [[Izelvroioù]] er gwalarn.
 
[[Restr:Karwendel-Ahornboden.jpg|thumbnail|kleiz|An Alpoù e su [[Bavaria]]]]
Gant an darn vrasañ eus Alamagn ez eus un hin fresk, kerreizh, ma c’hwezh ar penn avelioù eus ar c’hornôg. Reizhet e vez an hin gant ar [[Froud Norzh Atlantel]], anezhañ un astenn d’ar [[Gulf Stream]] en norzh. Levezonet kalz eo an hin gant ar froud-se e [[Breizh-Veur]], [[Portugal]], [[Frañs]] ha [[Norvegia]], ha santet e vez un tamm bennak tro-dro da Vor an Hanternoz, e ledenez [[Jutland]] hag en tolead a-hed ar Roen a red e-barzh Mor an Hanternoz. Er gwalarn hag en norzh eo meurvorel an hin. Glav a vez a-hed ar bloaz ha dreist-holl e-pad an hañv. Eno e vez dous ar goañv ha fresk an hañv kentoc’h, daoust ma c’hall ar gwrezverkoù mont en tu-hont da 30 °C e-pad mareoù hir. Er reter eo muioc’h kevandirel an hin. Yen-du e c’hall bezañ e-pad ar goañv, ha tomm-gor e-pad an hañv, ha prantadoù sec’hor hir a vez gwelet alies. Ur c’horn-bro etre eo kreiz ha su Alamagn. Eno e kemm an hin etre un hin meurvorel habask hag un hin kevandirel. Posupl eo gwelet hañvoù tomm-gor gant gwrezverkoù e-tro 30 °C.{{dave|hin1}}{{dave|hin2}}
 
== Armerzh ==
 
[[Restr:Frankfurt EZB-Neubau.20130909.jpg|thumbnail|dehou|[[Frankfurt am Main]] — anvet "Mainhattan" peurvuiañ — eo kreizenn arc’hant Alamagn.]] Gant Alamagn emañ an armerzh kreñvañ en [[Europa]] hag an trede armerzh kreñvañ er bed, war-lerc’h ar [[Stadoù-Unanet]] ha [[Japan]].{{dave|Tran}} Erruout a ra da bempvet er bed a-fet parelezh ar galloud da brenañ.{{dave|rankorder}} Ul lodenn hollbouezus eus armerzh Alamagn eo an ezporzhiañ madoù, hag unan eus abegoù pennañ e stad vat. Hervez [[Aozadur Bedel ar C’henwerzh]] eo Alamagn kentañ ezporzhier ar bed gant 912 miliard a zollaroù ezporzhiet e 2005 (lakaet e-barzh an ezporzhiadurioù war-du broioù all eus an takad euro). Erruout a ra da eil en enporzhiadurioù e-keñver ar Stadoù-Unanet hepken, hag ur reñverad kenwerzhel bras he deus (160,6 miliard a euroioù e 2005).{{dave|reñverad}} A-fet kenwerzh ar servijoù ([[touristerezh]], [[servijoù arc’hant]], [[ijinouriezh]], hag all) ez erru da eil war-lerc’h ar Stadoù-Unanet. An darn vrasañ eus enporzhiadurioù ar vro a denn d’an ijinouriezh, dreist-holl evit ar c’hirri, ar mekanikoù hag an danvezioù kimiek. A-fet barregezh hollek da fardañ tredan diwar nerzh an avel, ez eo Alamagn an niverenn unan er bed, ha gant ar pouez a laka war ar mammennoù energiezh nevezus ez eus bet diazezet un nebeud brav a gompagnunezhioù evit an teknologiezhioù-se. Alamagn eo ivez an ezporzhier pennañ a droellrodoù dre avel, ha kalz brasoc’h eo ar goulenn eget ar varregezh da broduiñ.{{dave|renewable}}
 
Daoust m’eo krog da zigreskiñ ar c’hudennoù bet krouet gant [[Adunvanidigezh Alamagn]] e 1990,{{dave|FR}} e chom gwelloc’h an aozioù bevañ en hanterenn gornôg eus ar vro. Ul live dilabour uhelik a chom en Alamagn, dreist-holl e stadoù ar reter ma tizh ar feur 18%. En desped d’an disoc’hoù mat-tre er c’henwerzh etrebroadel, ar goulenn diabarzh en deus kollet lañs e-pad meur a vloaz abalamour d’ar goproù na greskont ket ha da zisurentez ar vevezerien. Ur politikerezh kemedel strizh a vez kaset gant gouarnamant Alamagn ha lamet en deus un toullad postoù labour er [[gennad foran]].{{dave|uni-kiel}} Met daoust d’ar postoù labour ordinal digreskiñ er gennad foran, e kresk ar postoù labour dreistordinal evel an implijoù "un euro" (postoù goproù izel).{{dave|Weber}}
 
== Poblañs ==
[[Restr:Germany demography.png|thumbnail|dehou|270px|Poblañs Alamagn a-hed an amzer. Er bloavezhioù a-raok 1990 ez eo bet koublet an talvoudoù evit Republik Kevreadel Alamagn ha Republik Demokratel Alamagn. Burev kevreadel ar stadegoù a istim e tigresko ar boblañs da 75 milion a-benn 2050.]]
 
Emañ Alamagn a-dal ur c’hemm poblañsouriezhel krenn. Emañ he feur gouennañ, 1,39 bugel dre vaouez, e-touez ar re izelañ er bed, hag istimañ a ra burev kevreadel ar stadegoù e koazho ar boblañs da 75 milion pe dost a-benn 2050.{{dave|p23}} Krediñ a reer eo [[Chemnitz]] ar gêr m’eo an izelañ ar feur genel er bed a-bezh.{{dave|ganedigezhioù}} Abalamour
da framm kevreadel ha digreizennet ar vro he deus Alamagn un toullad kêrioù bras. Ar re vrudetañ eo [[Berlin]], [[Hamburg]], [[München]], [[Köln]], [[Frankfurt]] ha [[Stuttgart]]. An tolpad-kêrioù brasañ, a-bell, eo ar c’horn-bro [[Roen-Ruhr]], ennañ distrig Düsseldorf-Köln ha kêrioù [[Essen]], [[Dortmund]], [[Duisburg]] ha [[Bochum]].
 
Ar Brotestanted (tolpet en norzh hag er reter) hag ar Gatoliked roman (tolpet er su hag er gornôg) a ya d’ober pep a 31% eus ar boblañs. E [[Bavaria]] e oa bet ganet ar [[Pab]] katolik bremañ, [[Benead XVI]]. En tu-hont da 55 milion a dud, en holl, zo d’ar relijionoù kristen. An dud direlijion, anezho an dud dizoue hag an dizreistanaoudegourien a ya d’ober 28,5% eus ar boblañs. Niverus ez int dreist-holl en Alamagn ar reter kozh.{{dave|de_icon}} War-dro tri milion a Vuzulmaned{{dave|muzulmaned}} a vev en Alamagn. Sunnited hag Alevited eus [[Turkia]] eo an darn vrasañ anezho, met bez’ ez eus ivez un niver bihan a Chiited.{{dave|chiited}} Gant Alamagn emañ an trede niver brasañ a Yuzevien en Europa ar c’hornôg.{{dave|Blake}} E 2004 e oa bet div wech muioc’h a Yuzevien eus ar republikoù soviedel kozh o tiazezañ en Alamagn eget en [[Israel]]. Gant se en deus tizhet an niver a Yuzevien 200 000, e-keñver an 30 000 a oa a-raok [[adunvanidigezh Alamagn]]. E-touez ar c’hêrioù bras ma’z eus un niver bras a Yuzevien e c’haller menegiñ [[Berlin]], [[Frankfurt]] ha [[München]].{{dave|yuzev}}
 
E miz Kerzu 2004 e oa war-dro 7 milion a geodedourien estren enrollet en Alamagn ha 19% eus annezidi ar vro a oa a orin estren pe estren evit darn. Eus Turkia e oa an darn vrasañ anezho (2,3 milion){{dave|bernstein}} pe eus stadoù all eus Europa evel [[Italia]], [[Serbia]], [[Gres]], [[Polonia]], ha [[Kroatia]].{{dave|Kroatia}} En e zanevell ''Stad Poblañs ar Bed e 2006'', e skriv Font Poblañs ar Broadoù Unanet e tegemer Alamagn an trede dregantad brasañ a enbroidi er bed a-bezh, e-tro 5% da lavaret eo 10 milion diwar ar 191 milion a enbroidi.{{dave|unfpa}} Abaoe 2000 ez eus bet degaset kemmoù da lezennoù Alamagn war an enbroañ hag ar gwir minic’hi, a oa kentoc’h laosk a-raok, evit ar wech Gant se eo digresket ingal an niver a enbroidi a glask minic’hi (dreist-holl tud eus an [[Unaniezh Soviedel]] kozh).{{dave|sovied}} Alies e vez kudennoù enframmañ gant an enbroidi en Alamagn, e-touez diaesterioù all.{{dave|diaesterioù}} Nevez zo ez eus bet ivez ur c’hresk en torfedoù graet gant an tu dehou broadelour. Hervez Ministr an Diabarzh kozh, [[Otto Schily]], ez eus bet muioc’h a dorfedoù er bloavezhioù tremenet, met ne verk ket dre ret ur c’hresk en niver a izili er strolladoù eus an tu dehou pellañ.{{dave|dehou}}
 
== Deskadurezh ==
[[Restr:Wuerzburg new university 2005.jpg|thumbnail|kleiz|[[Skol-veur Würzburg]].]]
 
Ar Stadoù eo dreist-holl zo e karg da c’hoursellout an deskadurezh en Alamagn, ha ne c’hoari ar gouarnamant kevreadel nemet ur roll dister. <!-- Kulturhoheit --> Pourchaset e vez deskadurezh diret d’ar vugale etre tri ha c’hwec’h vloaz e “liorzhoù bugale” ([[Kindergarten]]). Goude-se eo ret mont d’ar skol e-pad daouzek vloaz. Un niver bihan a dud a ra c’hoazh gant ar skol er gêr ha danevellet ez eus bet e oa bet prosezet gant ar gouarnamant ouzh ar pleustr-se.{{dave|Hurd}}
 
Peurliesañ e pad an deskadurezh kentañ-derez pevar bloaz, hag unvan eo ar skolioù publik el live-se. Er c’hontrol, en deskadurezh eil-derez ez eus pevar seurt skolioù, diouzh barregezh ar skoliad, evel m’eo didermenet gant erbedennoù ar c’helenner : er [[Gymnasium (skol)|Gymnasium]] e vez degemeret ar vugale zonezonetañ ha prientiñ a reont ar studierien d’ar studioù er skol-veur ; er [[Realschule]] e tegemerer un dibab ledanoc’h a skolidi etre ; er [[Hauptschule]] e prienter ar skolidi d’an deskadurezh vicherel, ha gant ar [[Gesamtschule]] e vez mesket an tri doare. A-benn mont d’ur skol-veur e rank al liseidi tremen an arnodenn [[Abitur]], koulskoude e c’hall ar studierien o deus tapet un diplom en ur skol vicherel lakaat o anv evit mont e-barzh memes tra. Gant ur reizhiad deskardelezh arbennik e anv ''Duale Ausbildung'' e c’hall ar skolidi deskiñ en un embregerezh kenkoulz hag en ur skol-stad.{{dave|ED}} Daoust da Alamagn bezañ bet a-hed an istor ur reizhiad deskadurezh kreñv, e oa bet diskouezet gwanderioù e danvezioù zo gant ar Programm evit Priziadur Etrebroadel ar Studierien. En un amprouadenn war 31 vro er bloavezh 2000, e oa erruet Alamagn da 21vet el lenn ha da 20vet er [[matematik]] hag er [[skiantoù naturel]], ar pezh a vroudas d’ober adreizhoù.{{dave|adreizhoù}}
 
E renkadur bloaziek ar skolioù-meur gwellañ savet gant [[Skol-veur Shanghai Jiao Tong]] e 2004 ez errue Alamagn da 4e en holl, gant 7 skol-veur e-touez ar 100 wellañ. Ar skol-veur alaman renket gwellañ, er renk 45, e oa [[Skol-veur Deknikel München]].{{dave|skol-veur}} An darn vrasañ eus skolioù-meur Alamagn zo perc’hennet gant ar stad hag a ro kentelioù digoust. War-lerc’h an adreizh eus an deskadurezh e 2006, e c’haller bremañ goulenn mizoù war-dro 500 € an trimiziad ouzh pep studier.{{dave|daad}}
 
== Sevenadur ==
[[Restr:Immanuel Kant (painted portrait).jpg|thumbnail|kleiz|Ar prederour alaman [[Immanuel Kant]]]]
 
Ober a reer alies eus Alamagn ''das Land der Dichter und Denker'' (bro ar varzhed hag ar soñjerien).{{dave|Wasser}} Kregiñ a reas ar sevenadur alaman pell a-raok na vefe eus Alamagn evel ur [[stad-vroad]] ha goloet en doa ar bed alamaneger en e bezh. Adalek an deroù e oa bet stummet ar sevenadur en Alamagn gant redoù kefredel ha poblel en Europa, laik ha relijius. Dre se ez eo diaes digemmañ ur sevenadur alaman distag diouzh hengoun sevenadur uhel Europa.{{dave|encarta_sevenadur}} Kavout a reer roudoù eus lennegezh Alamagn adalek ar Grennamzer, gant labour skrivagnerien evel [[Walther von der Vogelweide]] ha [[Wolfram von Eschenbach]]. Aozerien ha barzhed alaman a bep seurt o deus tapet brud vras, en o zouez [[Johann Wolfgang von Goethe|Goethe]] ha [[Friedrich Schiller|Schiller]]. An dastumad kontadennoù pobl embannet gant ar [[Breudeur Grimm|Vreudeur Grimm]] en deus poblekaet folklor Alamagn el live etrebroadel. Bras eo bet levezon Alamagn war ar brederouriezh ent istorel, ha kalzik prederourien alaman o deus sikouret da stummañ prederouriezh ar c’hornôg abaoe ar Grennamzer. Levezonus dreist-penn eo bet labour [[Gottfried Leibniz|Leibniz]] war ar boellelouriezh, diazezadur an hollsperedouriezh alaman gant [[Immanuel Kant|Kant]], savidigezh [[teorienn ar gomunouriezh]] gant [[Karl Marx]], ha diorroadur an diarsellouriezh gant [[Friedrich Nietzsche|Nietzsche]].
 
Darn eus brudetañ aozerien sonerezh klasel zo alaman, en o zouez [[Ludwig van Beethoven|Beethoven]], [[Johann Sebastian Bach|Bach]], ha [[Wolfgang Amadeus Mozart|Mozart]]. Abaoe 2006 ez eo Alamagn ar pempvet marc’had brasañ evit ar sonerezh er bed a-bezh{{dave|p2p}} hag ul levezon greñv he deus bet war ar sonerezh pop ha rock gant strolladoù evel [[Kraftwerk]]. Livourien alaman a-leizh zo bet brudet e meur a vro dre o labour e redoù arzel a bep seurt. [[Matthias Grünewald|Grünewald]] ha [[Albrecht Dürer|Dürer]] a oa arzourien brudet eus an [[Azginivelezh]], [[Peter Paul Rubens|Rubens]] a oa d’ar prantad barok, [[Caspar David Friedrich|Friedrich]] d’ar [[romantelezh]], ha [[Max Ernst|Ernst]] d’an [[dreistwirvoudelezh]]. Evit a sell ouzh ar savouriezh ez eus bet un nebeud brav a zegasadennoù gant Alamagn, en o zouez ar stiloù karolingat hag ottonian, a gemenne ar savouriezh romanek. Diwezhatoc’h e oa bet graet labourioù pouezus er vro er stiloù [[savouriezh c’hotek|gotek]], [[savouriezh an Azginivelezh|azginivelezh]] ha [[savouriezh varok|barok]]. Pouezus eo bet Alamagn dreist-holl e deroù al luskad modern, dre al luskad [[Bauhaus]] diazezet gant [[Walter Gropius]]. Sinema Alamagn a sav da benn kentañ an teknik-se, gant labour [[Max Skladanowsky|Skladanowsky]]. Levezonus eo bet dreist-holl e-pad [[Republik Weimar]] gant an ekspresionourien alaman evel [[Robert Wiene|Wiene]] ha [[Friedrich Wilhelm Murnau|Murnau]]. Sevenerien ar Sinema Alaman Nevez, evel [[Volker Schlöndorff|Schlöndorff]] ha [[Werner Herzog|Herzog]], ha filmoù evel [[Good Bye Lenin !]]'' (2003)'', o deus graet berzh e meur a vro.
 
[[Restr:Albert Einstein Head.jpg|kleiz|thumbnail|[[Albert Einstein]].]]
En Alamagn o deus bevet darn eus ar glaskerien bouezusañ war dachennoù skiantel a bep seurt.{{dave|enklask}} Hollbouezus e oa bet labour [[Albert Einstein]] ha [[Max Planck]] da ziazezadur ar fizik modern, zo bet diorroet diwezhatoc’h gant [[Werner Heisenberg]] ha [[Erwin Schrödinger]].{{dave|Roberts}} Araozo e oa bet fizikourien hollbouezus all evel [[Hermann von Helmholtz]], [[Joseph von Fraunhofer]], ha [[Gabriel Daniel Fahrenheit]], e-touez re all. [[Wilhelm Conrad Röntgen]] a zizoloas ar skinoù X, hag abalamour da se e voe loread kentañ [[Priz Nobel ar Fizik]] e 1901.{{dave|nobel}} Pouezus-bras e oa bet labourioù [[Heinrich Rudolf Hertz]] war ar skinoù tredanwarellek evit diorroadur ar pellgehentiñ modern.{{dave|pellgehentiñ}} [[Wilhelm Wundt]] en doa lakaet ar bsikologiezh da skiant arnodel dizalc’h dre sevel e arnodva kentañ e [[Skol-veur Leipzig]] e 1879.{{dave|Kim}} Labour [[Alexander von Humboldt]] evel skiantour naturel hag ergerzher en deus talvezet da ziazezañ ar [[bevzouaroniezh|vevzouaroniezh]].{{dave|eaglehill}} Matematikourien bouezus a-leizh a oa bet ganet en Alamagn, en o zouez [[Carl Friedrich Gauss|Gauss]], [[David Hilbert|Hilbert]], [[Bernhard Riemann|Riemann]], [[Karl Weierstrass|Weierstrass]] ha [[Hermann Weyl|Weyl]]. Bro ur bern ijinourien vrudet eo bet Alamagn, tud evel [[Johannes Gutenberg]], a soñjer en deus ijinet ar voullerez kentañ en Europa ; [[Hans Geiger]], krouer ar [[konter Geiger|c’honter Geiger]], ha [[Konrad Zuse]], a savas an urzhiataer kentañ.{{dave|Zuse}} Sikouret o deus ijinourien ha greantourien alaman evel [[Kont Ferdinand von Zeppelin|Zeppelin]], [[Gottlieb Daimler|Daimler]], [[Rudolf Diesel|Diesel]], ha [[Karl Benz|Benz]] da stummañ teknologiezh vodern an treuzdougen.{{dave|kirri}}{{dave|zeppelin}}
 
[[Restr:Allianz Arena Pahu.jpg|thumbnail|250px|dehou|Digoret e 2005: an [[Allianz Arena]], unan eus ar stadoù mell-droad modernañ er bed.]]
Ar sport zo lodenn eus buhez Alamagn, evel m’eo diskouezet gant ar 27 milion a Alamaned zo izili eus kluboù sport hag an daouzek milion ouzhpenn a ra sport a-hiniennoù.{{dave|sport}} Ar vell-droad eo ar sport poblekañ a-bell, ha Kevread alaman ar Vell-droad (Deutscher Fussballbund), gant ouzhpenn 6,3 milion a izili, eo ar brasañ aozadur sportel er vro. Sachañ a ra ivez ar muiañ a dud, gant kantadoù a viliadoù a arvesterien a ya da matchoù ar [[Bundesliga]] ha milionoù ouzhpenn o sellet outo war ar skinwel. An daou sport poblekañ all en Alamagn eo an tennerezh hag an tennis, dileuriet gant Kevread Tennerien Alamagn ha Kevread Tennis Alamagn a-getep, enno en tu-hont d’ur milion a izili. Sportoù poblek all eo an [[hand-ball]], ar [[volley-ball]], ar [[basket-ball]], hag an [[hockey war skorn]]. Unan eus ar gevezerien greñvañ er [[C’hoarioù Olimpek]] eo bet Alamagn evit ar wech. E C’hoarioù Olimpek an hañv 2004 ez echuas da c’hwec’hvet er renkadur hollek,{{dave|olimpek1}} pa oa erruet da gentañ e C’hoarioù Olimpek ar goañv 2006.{{dave|olimpek2}}
 
== Notennoù ==
# {{notenn|fdim}}[http://www.fdimagazine.com/news/categoryfront.php/id/242/Germany.html Alamagn] Foreign Direct Investment Magazine. D’ar 5 a viz Genver 2005. Tapet d’ar 6 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|cnn}} [http://www.cnn.com/2005/BUSINESS/11/23/wto.germany.role/index.html?eref=sitesearch Alamagn eo an ezporzhier gwellañ c’hoazh] CNN. D’ar 6 a viz Kerzu 2005. Tapet d’an 28 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|Claster}} Jill N. Claster: ''Medieval Experience: 300-1400''. NYU Press 1982, p. 35. ISBN 0-8147-1381-5
# {{notenn|Cambridge_ancient_history}}The Cambridge Ancient History, levr. 12, p. 442. ISBN 0-521-30199-8
# {{notenn|concise_h}} Fulbrook, Mary: ''A Concise History of Germany'', Cambridge University Press 1991, p. 97. ISBN 0-521-54071-2
# {{notenn|lee_h}} Stephen J. Lee: ''Europe, 1890-1945''. Routledge 2003, p. 131. ISBN 0-415-25455-8
# {{notenn|Stackelberg}} Roderick Stackelberg, ''Hitler's Germany: origins, interpretations, legacies''. Routledge 1999, p. 103. ISBN 0-415-20114-4
# {{notenn|Raffael}} Scheck, Raffael. [http://www.colby.edu/personal/r/rmscheck/GermanyE1.html Diazezañ un diktatouriezh : Stabiladur galloud an Nazied] Colby College. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|Schwartz}} Schwartz, Terese. [http://www.holocaustforgotten.com/non-jewishvictims.htm Piv e oa ar pemp milion a c’houzañvidi na oant ket yuzhev ?] 2002. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|Henderson}} Henderson, David. [http://www.econlib.org/library/enc/GermanEconomicMiracle.html "Burzhud" armerzhel Alamagn] Tapet d’ar 7 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|Stern}} Stern, Susan. [http://web.archive.org/web/20020730112149/http://www.germany.info/relaunch/culture/history/marshall.html "''Steuñv Marshall 1947-1997 Savboent Alamagn"''] Kannati Alamagn, Washington D.C. Tapet d’an 31 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|Colchester}} Colchester, Nico. [http://www.ft.com/cms/s/504285c4-68b6-11da-bd30-0000779e2340,dwp_uuid=6f876a3c-e19f-11da-bf4c-0000779e2340.html] [[Financial Times]]. D’ar 1añ a viz Genver 2001. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|dw-world}} [http://www.dw-world.de/dw/article/0,2144,2283990,00.html Alamagn a fell dezhi adlañsañ Bonreizh UE] Deutsche Welle. D’an 19 a viz Kerzu 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|Merkel}} [http://www.dw-world.de/dw/article/0,2144,1786512,00.html Angela Merkel lakaet da Gañsellerez Alamagn] Deutsche Welle. D’an 22 a viz Du 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|CDU}} [http://countrystudies.us/germany/159.htm Unaniezh Demokratel Kristen/Unaniezh Sokial Kristen] Levraoueg Kuntell ar S.-U. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|elysee}} [http://www.elysee.fr/elysee/anglais/speeches_and_documents/2004/declaration_by_the_franco-german_defence_and_security_council.1096.html Disklêriadur gant ar c’huzul Difenn ha Surentez Frañs-Alamagn] Elysee.fr d’an 13 a viz Mae 2004. Tapet d’an 3 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|Glaab}} Glaab, Manuela. [http://en.internationalepolitik.de/archiv/2003/spring2003/german-foreign-policy.html Politikerezh estren Alamagn] Internationale Politik. Nevezamzer 2003. Tapet d’an 3 a viz Genver [[2007]]
# {{notenn|Harrison}} Harrison, Hope. [http://www.ghi-dc.org/bulletinS04_supp/34s.5.pdf ''The Berlin Wall, Ostpolitik and Détente] GERMAN HISTORICAL INSTITUTE, WASHINGTON, DC, BULLETIN SUPPLEMENT 1, 2004, "AMERICAN DÉTENTE AND GERMAN OSTPOLITIK, 1969–1972"
# {{notenn|dremm}} [http://www.dw-world.de/dw/article/0,2144,1741310,00.html Dremm nevez Alamagn en estrenvro] [[Deutsche Welle]]. D’ar 14 a viz Here 2005. Tapet d’an 3 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|state.gov}} [http://www.state.gov/r/pa/ei/bgn/3997.htm Notenn : Alamagn] U.S. Department of State. D’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’an 3 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|bush}} [http://www.economist.com/world/europe/displaystory.cfm?story_id=7141311 ''Prest oc’h da vezañ briataet gant Bush ?''], [[The Economist]], D’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’an 31 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|usembassy}} [http://berlin.usembassy.gov/germany/img/assets/9336/econ_factsheet_may2006.pdf An darempredoù armerzhel etre ar S.-U. hag Alamagn] Kannati ar S.-U. e Berlin. Miz Mae 2006. Tapet d’an 3 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|census.gov}} [http://www.census.gov/Press-Release/www/releases/archives/census_2000/001870.html Hendadoù alaman peurliesañ] [[U.S. Census Bureau]] D’an 30 a viz Mezheven 2004. Tapet d’an 3 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|benefits}} [http://benefits.military.com/misc/installations/Base_Content.jsp?id=1675 Kaiserslautern, Ur sell war Alamagn] U.S. Military. Tapet d’an 3 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|grundgesetz}} [http://www.bundestag.de/parlament/funktion/gesetze/grundgesetz/gg_10a.html Grundgesetz für die Bundesrepublik Deutschland] Bundestag.de Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|ARM}} Dempsey, Judy. [http://web.archive.org/web/20081007082348/http://www.iht.com/articles/2006/10/31/news/germany.php Emañ Alamagn o prientiñ en em dennañ eus Kosovo] International Herald Tribune. D’an 31 a viz Here 2006. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|Elb}} [https://www.odci.gov/cia/publications/factbook/geos/gm.html Germany] CIA Factbook. D’ar 14 a viz Du 2006. Tapet d’an 29 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|hin1}} [http://www.handbuch-deutschland.de/book/en/002_001_001.html Hin Alamagn] Handbuch Deutschland. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|hin2}} [http://www.wordtravels.com/Travelguide/Countries/Germany/Climate/ Hin hag amzer Alamagn] World Travels. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|Tran}} Tran, Mark. [http://www.guardian.co.uk/recession/story/0,,956580,00.html] The Guardian. D’ar 15 a viz Mae 2003. Tapet d’an 31 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|rankorder}} [https://www.cia.gov/library/publications/the-world-factbook/rankorder/2001rank.html ] CIA Factbook 2005. Tapet d’an 31 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|reñverad}} [http://news.bbc.co.uk/2/hi/business/4692638.stm Ur reñverad kenwerzhel rekord evit Alamagn] BBC. D’an 8 a viz C’hwevrer 2006. Tapet d’an 3 a viz Genver [[2007]]
# {{notenn|renewable}} [http://www.german-renewable-energy.com/Renewables/Navigation/Englisch/wind-power.html Wind Power] Ministrerezh Kevreadel an Armerzh hag an Deknologiezh (Alamagn) Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|FR}} Berg, S., Winter, S., Wassermann, A. [http://www.spiegel.de/international/spiegel/0,1518,373639,00.html Priz un Adunvanidigezh C’hwitet] Spiegel Online International. D’ar 5 a viz Gwengolo 2005. Tapet d’an 28 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|uni-kiel}} [http://www.uni-kiel.de/ifw/forschung/prognose/2006/3_06_deu_e.htm Armerzh Alamagn en e varr trovezhiek] Ensavadur Kiel evit Armerzh ar Bed. Tapet d’an 28 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|Weber}} Weber, Tim. [http://news.bbc.co.uk/2/hi/business/4248034.stm Pouez an dilabour war an dilennerien en Alamagn] BBC. D’ar 16 a viz Gwengolo 2005. Tapet d’an 28 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|p23}} [http://www.destatis.de/presse/englisch/pm2003/p2300022.htm destatis.de E 2050, un den diwar dri a vo 60 vloaz pe koshoc’h en Alamagn] Burev Stategoù Kevreadel Alamagn. D’ar 6 a viz Mezheven 2003. Tapet d’an 10 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|ganedigezhioù}} [http://news.bbc.co.uk/2/hi/europe/4793997.stm Ganedigezhioù Alamagn war an digresk] BBC. D’ar 15 a viz Eost 2006. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu [[2006]]
# {{notenn|de_icon}} [http://www.remid.de/remid_info_zahlen.htm Religionen in Deutschland: Mitgliederzahlen] Religiosenwissenschaftlicher Medien- und Informationsdienst. D’ar 4 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|muzulmaned}} [http://www.deccanherald.com/deccanherald/aug212005/foreign1834142005820.asp Ar Pab Benead a gej gant Muzulmaned en Alamagn.] ''Deccan Herald'' diwar [[Reuters]]. D’an 21 a viz Eost [[2005]]. Tapet d’ar 1añ a viz Genver [[2007]]
# {{notenn|chiited}} [http://www.euro-islam.info/pages/germany.html Germany] Euro-Islam.info. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|Blake}} Blake, Mariah. [http://www.csmonitor.com/2006/1110/p25s02-woeu.html E kavell an Nazied e verk Alamagn azginivelezh ar Yuzevien] [[Christian Science Monitor]]. D’an 10 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|yuzev}} [http://www.eurojewcong.org/ejc/news.php?id_article=81 Kumuniezh yuzev Alamagn] Kendalc’h Yuzevien Europa. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]
# {{notenn|bernstein}} Bernstein, Richard. [http://www.nytimes.com/2006/03/29/international/europe/29letter1.html?ex=1301288400&en=f374094bb24aa621&ei=5090&partner=rssuserland&emc=rss Ur C’hwiz evit an danvez keodedourien alaman] New York Times. D’an 29 a viz Meurzh 2006. Tapet d’an 30 a viz Du [[2006]]